Gwerz ar Protein

Savet d’ar mare ma valee Hollandiz war droad e 74

1
Tostait da selaou Bretoned
Ur son evidoc’h kompozet
Savet eo diwar-benn Mansholt
Hennezh c’hwi ‘oar zo ur paotr drol.
2
Darn a lavar eo ur paotr fin
A ra amann gant malgarin
C’hoazh e promete kaeroc’h taol :
Ober dimp biftek gant petrol !
3
Saout-laezh emezañ ‘oa kalz re
Ret lazhañ ur c’hard anezhe.
Dek million devezh-arat
Da chom hep bezañ labouret.
4
… Ar chatal pa glevjont ar gaoz
War Mansholt ‘daoljont o mallozh :
Ha setu afer ar petrol
Tapet eo ar sorser Mansholt.
5
Tapet Mansholt ha tapet mat
Bremañ ‘rank bale war e droad
Kalz aotrounez all eveltañ :
Manket boeson ar c’hirri-tan.
6
Ha Mansholt da skrabañ e benn
En ur lavarout evel-henn :
M’am bije bet ‘n em soñjet mat
‘Oa ket c’hoarvezet seurt troiad
7
Setu tapet ganin va stek
‘M eus mui petrol d’ober biftek
Me ‘vo kemeret ‘vit ur maout
Pa’m eus laket lazhañ ar saout.
8
Rak protein ‘vit protein
Aezetoc’h ‘vit treiñ dour en gwin
‘Vije bet din, eme Mansholt,
Eus laezh ar saout tennañ petrol.
9
Met pa eo graet an taol eo graet
Ha keuz war-lerc’h ne servij ket
Hag an holl a lavar abaoe
Siko Mansholt n’eo ‘met ul leue !

Print Friendly, PDF & Email