Mouezhioù dizremm

Mouezhioù douget war vurzhud ar wagenn Mouezhioù tud n’o anavin biken Mouezhioù souezhus Mouezhioù ken marzhus Ma trellont va spered ! Mouezhioù leun a Gened Mouezhioù leun a Gevrin Ma trid ha ma taskren o c’herdin Evel Telenn gizidik ar […]

Moncheu Meteo

I Gwechall-gozh ar beizanted ‘Oa lemm ha digor o spered Met gant Tele ha Radio gall Int rentet holl bouzar ha dall. II Chom ‘reont digor o genoù Da selaou Moncheu Meteo Padal int a oar gwell ‘vitañ Doare an […]

Modern-styl !

Danvez ur ganaouenn ? I Siminal mui na zivoged Marv an tan e pep oaled. Moged a sav eus ar parkoù Da dommañ koumoul an Neñvoù ? II Skubet an Derv. Skubet ar Faou ‘Maint o vreinañ en touflezioù An […]

Modernizañ

Boum ! Boum ! Bouououm !… — Petra ‘n diaoul zo o tarzhañ ? Krog ar Brezel atomek ? — Naren. Emeur o kleuzañ kanioù Da gas dour da di… — Da gas dour ? Met. Met. Met Ur puñs […]

Miz Here

Da Henriette Le Saint Mari ! O Gwerc’hezig Skoachet hoc’h-unanig E goursav en Ilizig ! Kann ho sae. Glas ho kouel. A-zindan ho talgen E tiruilh ho plev gell A rodell ! War ho tal gwenn. Ho treid noazh e-touez […]

Mini-Brezhoned

Va-un’ ‘n ur gêriadenn Ma zo enni pemp ti Va-un’, va-unan-penn ! Tregont edomp gwechall… Va-un’ va-unan-penn O tougen samm ar vezh O talañ ouzh ar goap O kiañ ouzh ar fent : Goap ha fent an Estren Unan diwar […]

Milinoù kozh

I Milinoù koant A droe drant O Rod en dour Milinoù koant A vale drant Bleud gwinizh flour Sed an tourlant Aet en dismantr Gant red an dour. II Mui rod na dro War ar vein-to ’Mañ ’n iliav glas […]

Mil dremm va Bro

Ken lies a Vreizh hag a Vreizhad ! Da bep Breizhad e Vreizh ! — E Vreizh godell — O Breizh va Bro ! a gan pep hini Eus ar folklorour d’ar Broadelour… Ya diniver eo Breizh : Aner klask […]

Meskailhez

Kêr a zo kêr Ar maezioù zo ar maezioù Perak o c’hemmeskañ ? Petra int deut d’ober aze E-kreiz ar parkoù kleuziet An druilhad tiez gwenn-se ? Ar regennadoù peulioù tredan-se ? Peulioù pellgomz ha me ‘oar ? Ha petra […]

Melkoni

Disul ‘oan aet va-unanig Da bourmen war ribl ar Froudig Ul labous pintet war ur skourr A gane flour a-us d’an dour A gane drantik d’e barez Tostik o c’horiñ war he neizh O c’horiñ war he femp u glas […]