Ki bihan-me !

Aet ‘oas da harzhal Ouzh rodoù foll e garr-tan Ha flastret out bet, paourig Da gorfig astennet marv-mik. Ez-kichennik ur poulladig gwad Astennet ken brav ez repoz Da bevar droadig ha da benn, Frank digor da lagadoù Da Eneig skañv […]

Ker-Avel

Ar wiblenn a dro — Faltazi an Avel — Avel Gornôg izel Avel Atlantel Avel sall a C’hoanag Hiziv a c’hwezh War gribenn Keravel O tegas fraezh d’am skouarn Sonerezh dic’hortoz : Muzik ar morzholioù O talmiñ stank-stank ‘Vel kalon […]

Kentañ ’Veurzh : 1958-1978

† Da F. M. Roue, Doue d’e bardono Setu ugent vloaz, keneil ‘Oa troc’het trumm neudenn da Vuhez Tennet eus da wele Da gas d’ar c’hlañvdi Re ziwezhat ! Da Eur ‘oa deut… Douget eus an ti d’ar c’harr ‘Oa […]

Kenavo

D’ur gamaladez War un ton dañs a vro Lannuon I Ni ‘oa ganet kichen-ha-kichen : Unan a bep tu d’ar rinier. Me ‘n ur menaj ha te ‘n ur vilin, ‘Tal ar Pont-Kozh war al Leger. } bis II Gwechall […]

Kenavo !

Da Vreizhiz aet da anaon e 1971-72, Doue d’o fardono ! Kenavo deoc’h Brogarourien Kenavo stourmerien gadarn Kenavo deoc’h kendalc’herien Glad ar werin. Spered Gwalarn Difennourien bepred dispont Gwirioù hor Bro hag he yezh kozh Diskuizh d’hoc’h Ene en Tu-hont […]

Kelted

Pa sko Iwerzhon war va dor Va dor a zigor hec’h-unan Hag e don va c’halon Kerdin kevrinus a dasson : Mouezh ar gwad ? Eus donder ar c’hantvedoù Pa n’edomp-ni nemet ur Bobl. Ur Bobl unvan o tiskenn Eus […]

Kelted tramor

I Breudeur ni ‘glev ho mouezhioù Eus an tu all d’ar mor. D’ho muzik ha d’ho kwerzioù Hon skouarn zo digor Ha tridal ‘ra hon c’halon Gant ho sonioù laouen Mojennoù kozh Iwerzhon. Ni zo ar memes Gouenn. II ‘Vit […]

Kavell ar Ouenn

Fromus eo neuz an ti bras E vein benet, e zor gotek E bemp lagad dispourbellet O selloù entanet gant an Heol kreisteiz Hañval ouzh un den kollet E-unan-penn er gouelec’h … Tec’het eo dioutañ pep buhez. Ha puilh ‘oa […]

Kartennoù-post

… Koantañ da gartenn-bost ! Bagoù ‘n ur porzh er Portugal Na koantañ kartenn all ! Ur c’hastell kozh e Bro-Skos Ha houmañ ‘ta gant he saout blevek : Ur skeudenn gaer eus Enez Skye Ha houmañ c’hlas ? Ha […]

Karet am bije !

— Me ‘garfe bout ur Gour Ur gour kadarn ha taer Sevel war Venez Bre Em dorn Banniel va Bro — Ar banniel gwenn ha du Em dorn all ar c’hleze Savet uhel en aer Ha youc’hal a-bouez-penn D’ar gourion […]