Kreisteiz miz Du

Sklêrijenn abaf un heol klouar
E hanter hent un deiz berr.
Flagennoù gwer ar pradoù
Gouremet a derv rous
Gwadlivet d’an diskar.
Lann o c’hoadoù gris
O kuzh an tiez bihan izel
Speliet o mein-greun.
Toennoù sklent o lintrañ
Dindan skeud al loar-gann.
Flourikadenn an avel
D’ar marc’h kozh diac’hub.
Skrijadennoù er girzhier
Dindan ar gwez pin.
Kuzuligoù yudet
E-kreiz al lannegi
Gwrimennet a vrug.
Douar noazh, roufennet, digar
Tristidigezh dilavarus.
Prezeg an avel hag an holen
Kripet en tevennoù losket
Skreved en douar,
Skreved er mor
Diframmet war an oabl glas
Tristidigezh dilavarus Breizh.