War ribl an Hent

… Ur voudenn
Flastret, gwasket, sunet he sev
Bete ‘n diwezhañ berad
Taolet eo ar ruskennoù
‘N un douflez priellek
— Ne chom mui ‘met plusk ha… splus
Splus ! Promesa plant nevez !
… Evit ar splus-se ‘n em dag
Ur bagad laboused fuloret
War ar markoù mac’het
Restajoù saouteier babouzek
… Skeudenn va Bro ?

Meurzh 1969







« »