Un Torkad Bleuñv

Gouel ar mammoł eo
En ti ar vamm-gozh
E-touez bokidi nay o bleuñv diot
Ur boked kenedus
Kuntuilhet war ar glizh
Gant dorn un arzour
Bleuñv mistr, bleuñv skañv
Livioł sioul, furm heneuz
O vouskanañ e yezh ar bleuñv
Ar joa bevañ.
Boked gaouiat…
D’an eur ma had ar glizh noz
Perlez e kalon ar roz
An dorn-se… arzour
A waske war gi e fuzuilh.
Kouezhet eo a-ruilh.
Kelan disneuz.
E-touez ar bleuñv
‘Toull-dor e serc’h
Ar boked kenedleun a drone bepred
E-kreiz ar bokidi nay o bleuñv diot
War brenestr ar vamm-gozh.

Mezheven 1965







« »