Triskell bev

E koun eus an 18-6-70, ma oa va zeir Steredenn em zi evel un Triskell bev.
N’o doa nemet ur steredenn,
An Tri Roue maj !
N’o doa nemet unan…
Teir am eus-me din va-unan.
O skinañ em Buhez,
Gwrez ha sklêrijenn.
… E troellenn va c’harantez,
O-zeir ‘m eus o liammet
‘N un triskell kevrinel.
Unan hollwisket e gwenn
Splannoc’h eget Heol kreisteiz
Hi ar c’hentañ deuet em buhez
Ha bepred an hini karetañ
An eil e glas atav he gwelan
Dezhi liv an oabl hag ar mor
Barrleun a Hunvre hag a spi
An deirvet zo Gwenn ha Du
Enni e vev livioù va Bro.
E troellenn va C’harantez,
Emaint-i liammet o-zeir !

18 a viz Mezheven 1971







« »