Sumfonienn veureel

Bemdez heñvel ha bemdez disheñvel
Simfonienn veureel. Sonerezh milvedel
O tiwan bep mintin notenn goude notenn
War glaouier an Natur
Hervez faltazi an Arzour diwelus
Kanenn an deil o sourral er gwez
Chourig an dour da vili ar wazh
Hiboud ar stêr ha bourbouilh ar froud
Safron ar sardon e kalon ar bleuñv
Garm ar skrilh el lanneg krin
Beuregan an tad-moualc’h
D’e barez war wiriñ.
Ha du-hont er c’hrav sonn
Kan ur botoù-koad tachet
Ingal o lopañ war gailhastr an hent :
Ur c’hozhiad o c’hwistañ
war hent ar C’houerc’had : an devezhour kozh…

1967







« »