Stultennoù

Da vare an Nedeleg
E oa du o blev.
O blev hir gwagennek :
An div wezenn vezv.
Da veurlajez druz
‘Oant klañv gant ar ruzell.
Hogozik deut ruz
O blevad kazugel.
Da Bask ‘oa yac’h an div goantenn
Ha gant an Ebrel yaouank
O doa sodet o fenn,
Ken ‘voe deut dezho c’hoant
Da gaout blev melen !…
Sevenet o sorc’henn :
Bremañ an div c’hoar
‘Deus blev liv d’al loar.
Ha nec’het an Ebrel
Gant an div dimezell
Mistr ha koant o-div,
Gant blev ‘memes liv…
An div veleganez,
Evel div Rouanez,
A dron war ar run.
Ha Mae pa zihun
Eo trellet e spered,
Dirak ur seurt kened ;
E galon o tridal
Ken ez a mezv-dall…
Ha d’am div goantennig,
Mae a gas e floc’hig,
Gant profoù meurbet kaer :
Satin-seiz arc’hantet,
Voulouz erminiget,
Gouelioù skañv glas-gwer.
Strobinellet ar Priñsezed !
Kinklet evel Rouanezed,
Pe Boudiged ar C’hoad-glas :
Prest eo Mae d’ober e choaz…
Rak an div dimezell,
Hedro ‘vel an avel,
Priñsezed o blev aour,
‘Zilez hep keuz o c’haredig,
‘Vit an Aotrou Mae pinvidik.
… Ebrel ‘oa re baour !
E-doug an hañv, pet ha pet stultenn
O devo c’hoazh an div goantenn ?
Pa zistano sev ar bezv,
Bemdez e kemmo liv o blev :
Aour-gwer, aour-melen, aour-gell…
Ha pa strewo gant an avel,
O gouelioù d’ar mizioù du,
O blevad ‘vo adarre du.
Tremenet amzer o c’hoantiz.
Ha tremenet o yaouankiz.
Ur mintin e tihunint o-div,
O-div o krenañ gant ar riv ;
Ha reut ha pounner o blev,
Gwennet gant un nozvezh rev…

[Adal Mae 1963]







« »