Sistr dous

Eon gwenn a chintr
Eus ar voudenn vrevet
O wadañ gwad an aval ruz.
Kan an daolenn a ziver druz.
Ur wazhiad voulouz alaouret
A ziruilh er penton derv
Gant ur gourgouilh gludek
Karamelheñvel, eonennek, o troenniñ.
… Ur paotrig blev melen
Stouet. Aketus o sunañ
Gant e blouzenn ar chug o verañ
— Arabat re Alanig…
Treitour eo ar sistr dous !
Eme ar Paotr kozh…

Miz Kerzu 1970







« »