Serr-Noz

Un oabl louet-ludu.
Izel : a-stok er gwez du
Un oabl ludu o tiskenn izel
Da bakañ ar glenn en e vantell vlot
A led ar sioulded ‘us d’ar waremm.
… Kevrinus, un askell-groc’hen
A droidell didrouz.
Noz peoc’hus !
Ha sede a-daol-trumm
Du-hont ouzh tor ar run :
Ur vlejadenn hiraezhus
O regiñ peoc’h an noz…
Un annoar dianket !

[1965 ?]



 


« »