Poan ha dudi

Tomm-berv eo an heol. Tomm-gor an douar.
‘Hed eurioù hag eurioù daoubleget
War labourioù tenn ; prest on da fatañ,
Talmoù va c’halon a voud em divskouarn
Trellet, boudinellet, mezevellet.
Ret-mat eo din ehanañ pe kouezhañ…
‘N em stlejañ ‘ran gorrek da harpañ er c’hleuz.
(Kleuzioù kozh madelezhus emeur o klask lazhañ !)
Gant freskter an aezhenn e disheol an dervenn,
Va gwad a sioula. Va nerzh a greñva,
Va skuizhder a dec’h, ha va sell a sklaera.
Ha bravañ taolenn a verzan dirazon !
En dostalenn rag-enep : Koad bihan Poull-Ankoù,
Soubet er vorenn c’hlas.
Liv gwer-don ar gwez-derv a seblant din du
Ar faouenned dougerezed kivij zo merglet o dremmoù.
Dantelezhenn an Onnenn zo mistr ha skañv.
E gwerniennoù ar pupli zo c’hoazh delioù tener.
Hag e-kreiz ar C’hoad : un tarchad sklêrijenn :
Bolz arwenn ar gistinenn ‘n he bleuñv,
‘Vel ur gwispon ramz bet soubet er c’hoaven !
Da dedennañ ar gwenan ?…

24 a viz Gouere 1963

E galleg

Print Friendly, PDF & Email