Peizanted Breizh !

Selaouit…

Ur c’han a c’hlac’har
A ganan hiziv c’hoazh :
Digalonegezh ur Bobl
Na oar mui piv eo.
Da belec’h emañ o vont.
Ha gallout ‘ra esperout
Bevañ bepred evel Pobl ?
P’emeur o laerezh diganti
He Fersonelezh.
Hec’h Enor. He Gwirioù.
P’emañ he maezioù o tiboblañ
He Yaouankiz o tivroañ.
Pa ne chom mui ganti
Nemet kozhidi o treiñ da Folklor
Goapaet gant robodoù ar Gêrbenn
O tont d’ar vakañsoù bras
— Ha d’ar vakañsoù bihan —
Da vamiñ, da estlammiñ outo.
Va c’han a zo ur c’han a gounnar
Dirak dienez ar Peizant
O rankout kuitaat an douar
An dachenn-se en mage
Ma oa warni mestr ha perc’henn.
Evit mont da « brolo »
E labouradegoù ar C’hapital
Dizanv ha diene.
Va c’han a zo ur c’han a fulor
War sevenadur an Trevadennour
Deut d’hon breviñ
D’hon debriñ
D’hon diskenn e renk ar sklaved.
Va c’han zo ur c’han a druez
Ouzh peizanted va Bro.
Garmat a ran va Dispriz
Evit ar re a drubard va douar.
Douar va Bro. Douar sakr hon Tadoù.
Evit ar re en em c’hra doujus
Mevelien ar Galloud.
Evit ar re a werzh bemdez
Enor ar vicher peizant.
Un deiz me ‘gano ar spi
Pa savo Yaouankiz va Bro
Da adgounit o Frankiz kollet
O Fersonelezh mouget
Da adsevel o Enor
Da adkavout ar Joa-bevañ
En Onestiz. Gant poan o divrec’h
Hag intrudu o Empenn
War Douar sakr o Gouenn.
Ni ‘gano hol Levenez !
Kozh ha Yaouank asambles !
Ra blijo d’an Aotrou…

16 a viz C’hwevrer 1977







« »