Pedenn da Itron Varia Druez

Itron Varia Druez
Ha me klañv, ha me kozh
Trist eo va zamm buhez
Va-unan deiz ha noz !
Sec’hed am eus noz-deiz
Skarinet va c’halon
An tan bepred em c’hreiz
Va frealzit, Itron.
E-kichen ho chapel
Itron Varia Druez
Me ‘oar zo div stivell
Enno dour a vuhez
Re wan va izili
N’hellan mui mont en hent
Piv ‘ray va c’hefridi ?
An holl ‘ray ganin fent
‘Ti an apotiker
Bez’ zo louzoù da choaz…
Pareañ gant dour sklaer !
Gwelet hoc’h eus biskoazh ?
— Ya, ur veradenn dour
Eus ho feunteun Itron
‘Ro pare d’ar c’hlañvour
A frealz e galon.
Itron Varia Druez
O mamm vat binniget
Sec’hed am eus noz-deiz
Ur berad me ho ped !

25 a viz Meurzh 1966







« »