Pedenn an nijlammer

Roit din, va Doue, ar pezh a chom ganeoc’h
Roit din ar pezh ne vez morse goulennet ouzhoc’h
Ne c’houlennan ket an Diskuizh
Nag ar Sioulded
Na hini an Ene. Na hini ar c’horf.
Ne c’houlennan ket ar Binvidigezh
Nag ar Berzh. Na zoken ar Yec’hed
An holl draoù-se, va Doue, zo kement goulennet
Ma ne dle mui chom ganeoc’h
Roit din eus ar seurt a van.
Roit din ar pezh zo dinac’het deoc’h.
Me ‘venn an Disurentez hag an Enkrez
Me ‘venn ar Bre hag ar Gabaduilh
Hag o roit din, va Doue, hep distro
Ma vin asur d’o c’havout dalc’hmat
Rak n’am bo ket atav ar galon
D’o goulenn diganeoc’h
Roit din, va Doue, ar pezh a chom ganeoc’h
Roit din ar pezh n’oul den outo
Met roit din ivez ar Galonegezh
Hag an Nerzh. Hag ar Feiz.

Diwar André Zirnheld.





« »