Pec’hed ar C’houer

… Na ponnerat bec’h d’am c’halon
Na c’hwerv ar c’hastiz
A-hed an unnek miz !
… O ! An Neñv ‘michañs
‘N deus dalc’het kont ebet.
Va fec’hed ‘oa ‘enep an Douar
— Brasañ pec’hed va buhez ! —
Pec’hed dibardon d’ar c’houer :
Lezel da dremen un Here
Hep fiziout en douar hen mag
Al lodenn winizh-se
Eo sakr he zonkadur
Hi galvet da lieskementiñ
Hi tonket da vout mammenn
An Eost da zont.
Da vout mammenn a vara
— Ha mammenn a Ostiv —
… Douar ! Va Douar ! me ‘ra dit promesa
Da hadañ an doubl d’an Here-mañ
Va absolviñ ‘ri, keta ?

30 a viz Du 1970







« »