Pa vin marv

I

M’ho ped, m’ho ped
Tudoù va Bro
Er « Gwenn-ha-du » va sebeliet
Pa vin marv. Pa vin marv.

II

M’ho ped. M’ho ped
Tudoù va bro
Lakit warnon Kroaz ar Gelted
Pa vin marv. Pa vin marv.

III

M’ho ped, m’ho ped
Tudoù va bro
E brezhoneg ‘vidon pedit
Pa vin marv. Pa vin marv.

IV

M’ho ped, m’ho ped
Tudoù va Bro
Bleunioù va Bro warnon plantit
Pa vin marv. Pa vin marv.

V

M’ho ped, m’ho ped
Tudoù va Bro
Lakit din balan alaouret
Bokidi brug, ha lann garv.

VI

M’ho ped, m’ho ped
Tudoù va Bro
En anv Doue na ouelit ket
Pa vin marv ‘m bo gwelloc’h Bro.

 

31 a viz Mae 1970

 

Obidoù Anjela Duval – 1981



   


« »