Moncheu Meteo

I
Gwechall-gozh ar beizanted
‘Oa lemm ha digor o spered
Met gant Tele ha Radio gall
Int rentet holl bouzar ha dall.
II
Chom ‘reont digor o genoù
Da selaou Moncheu Meteo
Padal int a oar gwell ‘vitañ
Doare an amzer hañv-goañv
III
Pa lavar ‘vezo amzer vrav
Eo risket bras a raio glav
Gant promesaoù n’eo ket berr
Paeet eo ‘vit kontañ gevier.
IV
Politik ha siklezonoù
A vez ganto ‘leizh o genoù
Gwalc’het o empenn mine de rien
D’an dioded Français-moyens
V
Santez Tele. Santez Radio
‘Gemer an dud ‘vit bout dingos
Un deiz pa ‘z aio droug en dud
‘Vo graet dezho tevel war o c’hlud.
VI
Troc’het dezho o c’hanaouenn
Hag izelaet o c’hlipenn
Graet d’ar c’hog tevel gant gevier
An deiz-se ‘vo Yann mestr er gêr.

Mae 1979







« »