Miz Du

Evel tra o langisañ
Evel un dra varv
Ha na varv ket
An avel ‘zo kroget ennañ al lentegezh

Bez’ ez eus em c’halon
— Netra en lavar —
Un nebeudig karantez
Manet er goueled.

Hag am laka da geuziañ
D’ar pezh a ‘n em lavarer
— Etre daou vousc’hoarzh —
Evit ar Vuhez.

Evel un dra bennak hag en em stlej
Hag a zo marteze o vont da vervel
Petra ‘ta a c’houlennin-me digant an oabl
Ken izel ‘us d’an toennoù ruz ?

Un tammig gras, ur bannac’hig glav
Evel un dameuc’h eus an noz
Pa gousk pep tra. Pa ne fiñv netra
Mui a Heol, Avel, a boan

Bez’ ez eus em c’halon ul lod enoe
Oabl louet ha karantez

Print Friendly, PDF & Email