Legadiñ ?

Peur ‘c’hello ar rummad zo o tiskenn
Lavarout d’ar rummad zo o sevel
— Hep lavarout nep gaou —
— Legadiñ a ran deoc’h en hêrezh
Ar pezh hon eus bet e susit
A remziad da remziad
A-berzh hon Hendadoù.
— Legadiñ a ran deoc’h
Ar yezh-se savet ger goude ger
Gant Spered hag Ijin hor Gouenn.
— Legadiñ a ran deoc’h
Ar savadurioù frammet maen ha maen
Gant nerzh hon divrec’h
Hag intrudu hon zudoù kozh.
— Legadiñ a ran deoc’h an douar-mañ
Difraostet, diveinet, dizouret
Klozet a dachennoù
Gant kleuzioù-douar pe vogeroù-bili.
— Legadiñ ‘ran deoc’h Pobl ar gwez.
Gouennoù al loened doñvaet.
Hag ar Plant gounezet da vagañ
Ar chatal mut hag an dud.
— Legadiñ a ran deoc’h hor Feiz.
Hor C’hultur, hon Arzoù, hon Hengounioù
— Legadiñ ‘ran deoc’h Breizh.
Legadiñ ‘ran deoc’h Keltia…
Met ne c’hello ket ar rummad zo o tiskenn
Lavarout d’ar rummad zo o sevel :
Miret hon eus deoc’h, kresket ha kaeraet
Teñzor hor Gouenn.
Ne vo bet ar rummad zo o tiskenn
Nemet ur rummad lez-ober
Ha lez-da-vont.
Ur rummad Mevelien doujus
D’an Estren.

4 a viz Meurzh 1978







« »