Ki bihan-me !

Aet ‘oas da harzhal
Ouzh rodoù foll e garr-tan
Ha flastret out bet, paourig
Da gorfig astennet marv-mik.
Ez-kichennik ur poulladig gwad
Astennet ken brav ez repoz
Da bevar droadig ha da benn,
Frank digor da lagadoù
Da Eneig skañv nijet dija
Da wenva da Ouenn.
Ha me semplet ez kichen.
… Ur mignon ‘n deus toullet da vez
El liorzh, ma finoc’hes c’hoazh
Er mintin-mañ ur bern douar gozed.
Da vamm Brandu, da vamm-gozh Fionn
Hag ar re all hollnec’het
A c’hwesha al lec’h
M’out kousket da viken
Hag eus korn va lagad ur berad dour
bervet a ziruilh war va jod.

3 a viz Du 1979



 


« »