Ken dous

Ken dous hag ar mel
Eo ar gomz war da vuzell
Ken mistr hag an heizez
E taolez troad en douar
Da gerzhed zo dispar
Hañval ouzh ur Rouanez.

Da vousc’hoarzh zo ken flour
Da c’hoarzh ‘vel hiboud an dour
Da lagad zo ken lirzhin
Da vlev melen ‘vel re un ael
Ha rodellek ‘vel re un ael
Ha da zivjod zo ken livrin
Hag ar roz-ki eus ar mintin.

Da c’houg hebleg a zo ken gwenn
Ha delioù-bleuñv al lilienn
Evel perlez eo da zentigoù
‘Vel pabu-Mae da vuzelloù.

Print Friendly, PDF & Email