Kelted tramor

I
Breudeur ni ‘glev ho mouezhioù
Eus an tu all d’ar mor.
D’ho muzik ha d’ho kwerzioù
Hon skouarn zo digor
Ha tridal ‘ra hon c’halon
Gant ho sonioù laouen
Mojennoù kozh Iwerzhon.
Ni zo ar memes Gouenn.
II
‘Vit tec’hal ‘raok ar Saozon
Ar Gelted hon zadoù
‘Rankas kuitaat Iwerzhon
Dre vor war o bagoù
Douarañ en Arvorig
‘Lec’h ma kavjont repu
Degemer mat ‘n hor Broig
Ha frealz ‘n o Harlu
III
Erin na kaerañ teñzor
‘C’h eus degaset da Vreizh
Kaeroc’h ‘get arc’hant nag aour
Eo sklêrijenn ar Feiz
Avielet hon Tadoù
Gant ho sent ken brudet
Brudet ‘vit o Burzhudoù
O Furnez hag o Gred.
IV
Breizh-Izel hag Iwerzhon
Gant broioù bras gwasket
Pell zo gant feiz ha kalon
Emaint o stourm bepred
C’hoarezed dirak Doue
Dre ar Ouenn hag ar Feiz
Liammoù a Garantez
‘Tre Iwerzhon ha Breizh
V
Breizhiz leun a garantez
‘Vit bugale Ulad
‘Ray dezho gant levenez
‘N o zi degemer mat
Hag unanet a galon
Gant bugale hor Bro
Gwerzioù Breizh hag Iwerzhon
Laouen int a gano :
Bevet Keltia !

23 a viz Mae 1978







« »