Kantren er C’hosmos

Pesketaer Loar
Hemolc’her stered
Preñv-douar ac’hanout
Barzh hunvreer
Te eo hennezh end-eeun
En deus digoret an Hent
Roet ar sorc’henn-se
D’ez preudeur poellek
Mont, mont, pell, pell, pelloc’h
Uhel, uhel, bepred uheloc’h
Sevel eus ar fankigell
Da bradoù ec’hon an neñvoù
Da Rouantelezh c’hlan ar stered
Loc’hañ er c’hevrin
Kantren er c’hosmos…
Te Barzh hunvreer !

Gouere 1969







« »