Heñvel

Heñvel ouzh ur c’houzilhadenn
Heñvel ouzh krampouezh boulboazh
O lipenn war o lapenn etre melen ha glas
Fritet holl delioù ar winienn
Spontus sur eo bet o gloaz
Avel skorn ‘tre biz ha reter
Avel but a droc’h ‘vel gwer
Nag a reuz en un nozvezhiad
A-vilionoù gant pep barrad
War an douar a gouezh marv
Nag ho planedenn zo garv
Delioù koantik-tout c’hoazh dec’h
O liv ‘tre melen ha glas.





« »