Guiomar

Ur raksant am boa bet
Soñjal a raen ‘oas tremenet
Eus an douar d’an neñv
Goude un hir a galvar
Joa d’az anaon da viken.
Mantret on o soñjal ez tud
— n’o doa nemedout —
Yaouank-flamm edont o-daou
Pa oas bet profet dezho
Ar vamm a-boan 18 vloaz
An tad 23 bloaz.
Na koant an daolenn
Bugel bervet ha seder
Bugel sentus ha studier
Graet ac’h eus o boneur
Ha setu int fenoz e kañv
Er brasañ glac’har,
En o c’hozhni digenvez
Warc’hoazh ‘vo diskennet
Da gorf e douar ar Vered.
E-touez relegoù da lignez.
Pell eus da bried ha da vugale
Met tost ouzh ar re
O doa roet dit ar vuhez.





« »