Evel-se ’mañ

Oaned kaezh kouezhet
Etre skilfoù ar bleizi
N’edo ket ganeoc’h koulskoude
A wad war ho pavioù
Met debron ho poa
Hag edoc’h aet da ‘n em frotañ
Ouzh savadurioù ar Gall
Hag hoc’h eus o diskaret
Hag eñ da lezel warnoc’h
E vagad bleizi kounnaret
Ha bremañ ?
Ne chom gant an Oaned
Nemet mont da beuriñ
E liorzh an Elysée
Etre —(?) Diskrab

Santez Anna venniget
Mamm-gozh ar C’hrist Doue
Santez Anna ken doujet
Mamm-gozh ar Vretoned
Gwarantit ho pugale
‘Deus laket en arvar
O frankiz hag o buhez
Evit difenn o douar
Hiziv p’emañ ho pardon
Selaouit hor Pedenn
Roit dimp c’hoazh nerzh-kalon
Da gas hon Erv da benn.





« »