E liorzh ar barzh

E liorzh ar barzh ez eus drein ha roz
Rak ar barzh a gan, rak ar barzh a groz
Ha gwenan ar barzh ez eo c’hwerv o mel
Alies ar barzh war e roz a ouel
A ouel daeroù c’hwerv, a ouel daeroù sall
War e Vro war e Bobl war an amzer wechall





« »