Dorn-ha-dorn

I
O ! na brav mont da bourmen
Dorn-ha-dorn, dousig koant
Al loar ha mil steredenn
O lintrañ ‘vel arc’hant
Ha santout war hon jodoù
Beradennoù glizh-noz
Ken dous ha petalennoù
Al lili hag ar roz !
II
Na dudius eo pourmen
Dindan volz an Oabl don
Ma taskren mil steredenn
‘Vel taskren hon c’halon
Ha ma sarac’h an delioù
En aezhenn flour an noz
An noz intret a frondoù
Al lann aour war ar roz !
III
Nag un drugar eo pourmen
Dousig koant a garan
En noz he mil steredenn
En aezhenn flour an hañv
En noz ‘liv d’az lagadoù
O selloù dous ha don.
Evel stered an Neñvoù
E taskren va c’halon
IV
Azez dousig em c’hichen
Amañ war ar bank kozh
E goudor an ivinenn.
Sell ! pegen kaer an noz !
‘N hon c’halon ar Garantez
O lintrañ ‘vel stered…
Dousig, lâromp trugarez
Da Grouer an Hollved !

20 a viz Ebrel 1970







« »