Digorit ho Krez

Digorit ho krez,
Ho tivskoaz kaouedheñvel
Digorit ho prennid
‘Vel ma tigored ur gorfenn
Tiretenn ur gomodenn
Digorit ho tivrec’h
‘Vel ma tigored ur prenestr

Ha ma nijo kuit
Richodell ho kalon
Bez’ eo ‘n e stumm
Ul labous divroer
Da gentañ nevez-hañv
E teuy en-dro.

1975,
diwar Gérard Le Gouic.





« »