Desk din

Desk din-me ‘ta ur ganaouenn
Eme ar Big ha hi ranell
D’ar pintig sart ha laouen
A gane an Nevez-hañv
Er vodenn spern-gwenn
Goap ouzhin a rit Itronig
Rak me a rafe klaoustre
Morse netra ne deskot
A-benn gouzout kanañ
Selaou zo ret da gentañ
Morse ranell ne selaou
Na den na traoù





« »