De Profundis

Da V. D…
Ra vo da Ene
E Peoc’h Doue
Keneilez pec’herez
Tremenet ac’h eus
Arnodenn an Tan !
Ra vo skañv an douar
War da ludu
Ha ra ziskenno ar Ouel
War da vemor !
Pec’herez pardonet
… Spi am eus.

21 a viz Gwengolo 1967







« »