Darkness and Silence

Va oabl zo teñval hiviziken
Rak kollet eo va zeir steredenn.
Piv va heñcho en deñvalijenn ?
Ar gaerañ zo teuzet er goabrenn
Eben a zo kouezhet el lagenn
An deirvet zo beuzet en anken
An noz war va Ene. Ken teñval ken yen
Pe eo deiz ? Pe eo noz ? N’ouzon mui zoken
Em c’halon ur c’hleze. Ur bir em empenn.
Aotrou Tad ar sklêrijenn, ha Roue ar Spi
Ro din nerzh da c’houzañv, ro din nerzh da bediñ
‘M eus netra d’am frealz. Netra ‘met teod ar c’hi

13 a viz Mae 1975







« »