Da Vari-Noël

Nijet d’ar Gwenved
Rozenn wenn ar Varzhed
Hec’h awen dispar
Nag a vleuñv ! Nag a vleuñv chomet
‘N he liorzh espar
D’an holl da guntuilh : hêrezh dibriz
Hep doan na disfiz
N’eus binim en hini
Ezañs o frond o sevel
Uhel, blizidik ha glan :
Pedenn ha kan
Karantez c’hlan
Bepred uvel.
Rozenn wenn a bar
Du-hont e park ar Stered
E liorzh espar
Roue ar Varzhed
Da gevarc’hiñ a ran
Gant doujañs.

27 a viz Kerzu 1967







« »