Da C’hourenerien Kernev-Veur

E koun eus o gweladenn e Traoñ-an-Dour
11 a viz Eost 1964

Salud ! Breudeur tramor
Brezhoned kaer ha gour.
Bennozh ‘vit an enor
A rit da Draoñ-an-Dour…
Kernevaded dispont,
D’Arzhur diskennidi.
Va zi ha va c’halon
A zo digor deoc’h-c’hwi.
Ha ra vezimp dalc’hmat,
‘Rumm da rumm da viken
Breudeur ‘barzh ar stourmad
Evit enor hor Gouenn !…







« »