Chomit en ho Pro !

Selaouit mat yaouankizoù
Ha c’hwi dreist-holl tud ar maezioù
Ar son-mañ ‘vidoc’h kompozet
Gant komzoù kalet eo savet.
‘Mañ tud ar c’hêrioù ‘tont a-leizh
Da glask aer vat e maezioù Breizh
Breizhiz c’hwi zo diskiantet
‘Vont e kêr da goll ho yec’hed.
Rak o klask gounit arc’hant bras
‘Kollit un teñzor brasoc’h c’hoazh
Yec’hed ar c’horf hag an Ene
Ha sevenadur ho lignez.
‘Lec’h ober « grève » e porzh ar skol
P’emañ douar Breizh en argoll
Paotred ‘vefe gwelloc’h ho stad
O labourat e park ho tad.
Muzelloù ruz, ivinoù roz
Merc’hed berrboell ha berr ho prozh
C’hwi ‘ra fae war ar peizant
Ma rank chom e-un’ da gozhañ.
Gwell eo ganeoc’h ur c’hrak-aotrou
Foet-boutig, liper chopinoù
Chaker babouz, skraber-paper
Forzh petra gant na vo ket kouer
Un deiz koulskoude marteze
En em gavo ganeoc’h kerse
Pa vo aet Breizh gant an Estren
Ha Breizhiz da servijerien.
Merc’hed yaouank ‘vel ho mammoù
Chomit da labourat en ho Pro
Gant ur peizant kalon aour
Yac’h ha nerzhus ne viot ket paour
Savit ho penn peizanted
Ganeoc’h ar Bed a zo maget
N’eus nag aotrou na micherour
‘C’hellfe tremen hep ho labour
Ha sonn he fenn evel gwechall
Breizh e-touez an holl vroioù all
Breizh ‘vo pinvidik a-nevez
Yaouankiz zo pinvidigezh

Chandelour 1974







« »