Ur wech ouzhpenn on bet evurus o kaout skoazell digant paotred yaouank Sant-Erwan. Ken tanav eo an dud war ar maez ma’z eo ur gudenn kas da benn labourioù ha na zleont ket chom pell war ar stern, evel an dastum patatez, da skouer. Rak an avaloù-douar n’eo ket mat o lezel war an douar re bell goude ma vent dispaket gant an dennerez. Glazañ a reont prim, ha pa vez fresk an amzer e deroù Here e vez bourdet an dud meur a wech gant ar rev. Ken tener ma’z eo ar patatez : 1° pe 2° zo a-walc’h evit o iñfomiñ.
Servij vras o deus rentet din ‘ta paotred Breuriezh Sant-Erwan hag o aluzener. Mil bennozh Doue dezho hag ivez d’an daou gazetenner ‘oa deuet d’o heul hag o deus roet ivez un taol-skoaz. Ha ret eo din anzav, ouzhpenn da nerzh o divrec’h e tlean anaoudegezh vat, met ivez d’an nerzh kevrinus-se a skin eus yaouankiz yac’h ha balc’h, seder ha kalonek, hag a laka kement a levenez hag a virvilh e kalon ar re gozh. Emañ hor bro o tivorediñ. Ur beure nevez zo o tarzhañ. Esperañs ha promesa ur Vreizh nevez.
P’emeur e kompagnunezh ken plijus, ‘vez kavet skañv al labour ha re verr an amzer. Despet a rae din n’hellen ket chom d’o heul er park e-pad an amzer. Ret ma oa fichañ un tamm boued bennak. O ne vez ket hir bred er menajoù ; hir c’hortoz alies avat ! D’an abardaez eo bet ret d’an Ao. Kalvez distreiñ da Lannuon evit e zeverioù aluzener. Deut eo bet en-dro da c’houde da gerc’hat e baotred.
Un darvoudig fentus a c’hoarvezas gant koan a-berzh ur farser kozh a oa ganeomp. Rak ma ne oa ket sall-kaer ar soubenn ganin, ar farsoù ‘oa — penaos e lârfen ? — lakomp, krog mat an holen enno – hep bezañ dizabolu pichoñs ! Lakaat a rae ‘ta Loeiz ar yaouankizoù da c’hoarzhin o gwalc’h gant e fentigelloù. Devezhour va amezeg nesañ eo Loeiz, ur Breizhuheliad anezhañ desket gantañ brezhoneg d’e dri bloaz warn-ugent pa oa deuet da baotr-al-lizhiri da Louergad. Distro da di an amezeg, e konte dezho, lorc’h ennañ ‘michañs, penaos en doa lakaet pep a gofad fent d’an dud. « Ha petra ‘c’h eus kontet ‘ta ? », eme ar wreg. Ha Loeiz da zisplegañ an doare.
« Ma ‘velkent, emezi, lavarout seurt traoù dirak ur beleg ?
— Eno ‘vat ‘oa beleg ebet !
— Boa sur.
— ‘Oa ket ‘vat. Ar re-se ‘oa gwisket tout memes tra.
— Ya da labourat er park ‘vel-just… »
Darbet ‘oa d’ar paourkaezh Loeiz bezañ semplet. ‘Oa ket tamm ebet ‘n e vutun c’hoazh an deiz war-lerc’h ar beure, pa oa deut da ziwadañ din ul lapin bihan da boazhat da leinañ va c’hañfarded, rak al lod a zaou zevezh ‘oa padet ar « jeu ». Ha me ‘garje ‘vije bet padet hiroc’h, ken plijus eo kompagnunezh Breuriezh S. Erwan. Rak ma’z eo kreñv ha gwenn o izili, o zeod n’eo ket kennebeut stag ouzh o staoñ.
Mil bennozh Doue da rener, da aluzener ha da izili oberiant Breuriezh Sant-Erwan.