Boud

Selaou kentoc’h a ran
An traoù eget an dud.
Trouz an tan o c’hwezhañ
Ar c’harzh o tifronkañ
Dindan an avel yud,
Dour ar stêr o ruilhal
Hag ar skluz o krozal.
A-dreuz o boud, me ‘glev
O tont ‘vel un heklev
Eus don ar C’hantvedoù
Mouezhioù va Hendadoù.

3 a viz Du 1961,
diwar Birago Diopo.







« »