Bleuñvenn c’hlas Iwerzhon

Bleuñvenn an Enezenn
Bleuñvennig c’hlas ken skañv
Hag un dantelezhenn
Te ‘liv d’an nozioù hañv
Bleuñvennig Iwerzhon
Lâr din ‘pelec’h ‘vleuniez
War ribloù ar mor don
Pe ouzh tor ar menez ?
Bras eo va levenez
Ha ra vo benniget
‘N hini ‘n deus en Enez
‘Vidon da guntuilhet
War askell en avel
Bleuñvenn c’hlas Iwerzhon
Du-hont d’ar Broioù pell
Nij davet va mignon
A Vreizh hag Iwerzhon
Doug ganit frond al lann
Ar fru mor, ar gomon
D’an hini a garan
E Bro an nozioù gor
Dous e vo d’e galon
Salud e Vro Arvor
Ha salud Iwerzhon…

6 a viz Gwengolo 1966







« »