Ar Staol goullo

Dibrennet am eus ar morailh
Sioul hag abaf evel ur bugel
O vountañ e fri da guriuziñ
Ha doaniet ‘vel pa zigoran mintin abred
War ul loen klañv.
… Gouzout mat a raen ‘oa goullo ar staol
Hogen seblantout ‘rae din gwelout o skeud.
N’am eus disoñjet anv hini
Nag o liv, nag o flas a-hed ar voger.
Amañ a-zehou : al leueoù bihan
A-gleiz : an Tad-saout
— Atav ‘veze anvet « Tourin » —
En tu-mañ an annoarezed
En tu all ar saout-laezh.
… Goullo ! Pennadoù kerdin zo chomet
Skoulmet war ar seulbennoù.
Ul labous a dreuz ar c’hraou
— O kevnita d’e neizhiad —
Adserriñ a ran, goustad
Hag ez-anienel
E teu war va muzell
Ar gomz a lavar bemnoz pep tieg
Pa brenn war e loened
… Met ha bez’ int-i c’hoazh bev
‘N un tu bennak ?

29 a viz Mezheven 1967

Print Friendly, PDF & Email