Aour al Lanneg

Skeudenn Nevez-Amzer
Lavar ‘ta din-me, lanneg !
Gant da furm fentuzik
Emaout o trevezañ ar C’hwec’hkogneg ?
Hag oc’h ober dezhañ avi
Gant da varlennad aour ?
Mat eo dit avat berrboellig
P’ac’h eus drein ken kriz
Da zifenn da deñzor.

Mae 1964





« »