An Oaled

Dilorc’h ha digened
Gant e vein-ben kizellet plaen
Trebezioù goveliet edan an drezenn
O souten ur podhouarn potin du
A-bouez e walezenn
Fentus ! E dri droad gantañ
A-istribilh ‘us d’an tantad flamm
Emañ e poazh irvin ar buoc’hed
E pep korn brec’hiadoù skilhoù ‘n o sav
O sec’hañ o derc’h goudoret
Ar c’hi bihan du a gousk en e voest kartoñs
A hanterzigor ul lagad da bep strakadennig





« »