Allo !…

Ar vouezh-se. Da hini !

A, gloaz un devezh goullo
E goullonder va Empenn
A, gloaz un Empenn goullo
E goullonder un devezh.
Netra da zedenn va spered
N’eus Kened gant netra !
A, an daou c’her-se. Goullo ? Netra ?
— Poent ‘n em zifretañ Anjela.
‘N em zispac’hañ, fuloriñ. Forzh petra…
… A, sell ‘ta : ar pellgomz o son, div wech,
Allo. Ya. Piv zo e penn all ?
Allo, me Bertina… O. Bennizion ! ! !
Ar vouezh-se o tont eus ar goullo
O leuniañ trumm ar goullo
O tegas d’he heul amzerioù aet e-biou.
Hor bugaleaj, hor Yaouankiz evurus
En-dro d’al Leger. Ar pradoù. Ar vilin.
Hon ebatoù, hor c’hoarzhoù sklintin
D’an oad-se disoursi.
Pa raemp-ni forzh eus a netra.
A, burzhud ar gwagennoù
Ar goullo zo bremañ Leunder
Ha kenedus eo pep tra…

Lannuon, Gwengolo 1976







« »