Rimostelloù ha kanaouennoù – Rimostelloù

Da dripal ar poupigoù

Hu ! hu ! marc’hig gwenn
Da Lannuon penn-da-benn

Toup a Loriette, toup a Loria
Sell ar marc’hig bihan
Pegen buan ec’h a

Ha va c’hi zo o nezañ gloan
D’ober ur loeroù da Varjan

Hei ! hei ! Trikotin
Da Lannuon davit gwin
Davit gwin ha bara mat
Da Jobig a zo paotr mat
Hag Ifig a zo paotr drouk
‘Chomo ‘r gêr da gloukañ soub.

Rimostelloù micherioù

Ar c’hemener

Fliw, fliw va sizailh
Diwall da vankout war da dailh
Ha te va beskenn
Bount an nadoz penn-da-benn !

Dour er soubenn ! Erru eo ar gemenerien !

Ar c’hemener na n’eo ket un den
Nemet kemener n’eo ken
Ar c’hemener na virit ket
Bezañ interret en douar binniget
Bezañ interret ‘kreiz ur parkad kerc’h
Holl chas ar barrouz war e lerc’h

Ar miliner

Milin g-Kernafreg
Pa vez dour ne vez ket a ed
Pa vez ed ne vez ket a zour
Ha pa vez an eil seurt hag egile
‘vez ar vilin war he c’hostez
Pe ar miliner en e wele

Ar marichal

Marichal du baribolett
Skeiñ war an tomm ‘korf e roched

Ar gwiader

Bet an o’ac’h ha bet ar wreg
Ha gwerzh-butun n’eus ket bet
Bet ar wreg hag aet en hent
Greomp lien evelkent
Taol ha taol, taol ha taol
Taol ha taol, taol ha taol

Ar ramoner

Ramonesi ! Ramonesa !
Pemp kwenneg hag e damm bara !

Ar marc’hadour higolennoù

Mein-lemmañ ! Mein da lemmañ ! Mein a Lombardi !

Ar falc’her o lemmañ. An higolenn a gomz d’ar falc’h :

Da zremm ‘vo lemm
Da zremm ‘vo lemm !

Ar gontell ‘vez frotet war ur maen evit he lemmañ :

Truez, truez, truez, truez !

 

Rimostelloù all

Roñgn ha roñgn Pipi vihan
Un askorn bras ha kig bihan
Soubenn galz ha soub nebeut
Ha tanfoeltr tamm ma vez gallet

Bimbalaoñig Kaouenneg
Marv eo Jegou Lorgenneg
Ar c’hleier bihan o son kañvo(ù)
Dre holl dezhañ ‘baoe eo marv
Kloc’h Kemperven, kloc’h Langoad
Kloc’h Koadreven hag Hengoad
Kloc’h ar Roc’h, ar Vinic’hi
Sant-Jili ha Trogeri
Kemper-Gwezhenneg hag ar Faoued
Hag an iliz kaer a Bloueg

Mari-Job

Pa gouezh a ra « strop »,
Pa sav a ra « hop ! »
A-vimpi Mari-Job.

Ma ‘m bije ken alies a vuoc’h laezh
‘Vel a dogan zo war ar maez,
Me ‘raje kaouled ha laezh-tro
Da holl doganed ma bro.

Ma ‘m bije ken alies a vuoc’h laezh
‘Vel a dogan zo war ar maez,
Me ‘savje ur foar war dosenn Bre
Kalz kaeroc’h ‘vit ar foar nevez.

Pater ar charretour

Pater, Ave hag adarre
Doue, c’hwi ‘oar ar wirionez
Me zo skuizh, me ‘ya d’am gwele

Rimostelloù Pauline ar Gwenn

Mari drapez, Yann gaoc’h saout
Deus dre amañ gant da saout
An hent all a zo stoufet
Gant an deñved o kac’het

Herve bihan zo paotr mat
Ez ay da vale gant e dad 
En devo per, en devo kraoñ
En devo tout ar madigoù H
ag ur paiplu ruz
Hag un turlututu

Herve bihan a blij din
Kalz a labour a ra din
Gorro ‘r saout, o c’has er-maez
Hag ober kaouled gant o laezh
Mont d’ar c’hav da gerc’hat gwin
Poz ar voutailh war ar min 36

Mont d’ar c’hostez da droc’hañ kig
Hag en poazhat magnifik

Kazel ha kazel va dimezell
Toupenn ha toupenn va c’hasketenn
Tapet eo Janed en diretenn

Pater noster lost al leue
Me ‘oar va fater koulz ha te
Ma breur bihan ‘oar ivez
P’an deus desket d’ar c’hure
Ar c’hure diwar e dron

En deus desket d’an Itron
An Itron diwar he revr
He deus desket d’ar c’hwil-derv

Dominus vobiscum
Aet eo ar person da Rom
Da zebriñ krampouezh tomm
An Aotrou kure zo chomet er-gêr
Da dorchañ e votoù lêr
Da vont ‘benn arc’hoazh da bardon Pêr
Da zebriñ krampouezh berr
Ma n’on ket dimezet Ma karjen e oan
Bet zo eus va goulenn
Kalz a baotred koant
Bet eo paotr ar saout
Bet eo paotr ar moc’h
Bet eo frot e gein
Bet eo skrab e gof
Pilhenn ha truilhenn
Zo bet ouzh va goulenn

Melanie Diouris

Do-do kocheri
Paotr bihan e vamm
Paotr mat eo din

Marie Boulanger

Warc’hoazh ar beure, beure mat
Me ‘yelo da chaseal ar c’had
Ar c’had a yelo da lanneg veg
Ha me war-lerc’h ar c’hefeleg.
Ar c’hefeleg a yel d’e glud
Ha me war-lerc’h an dud
An dud a yel d’o gweleoù
Ha me war-lerc’h al leueoù
Leueoù ‘yel d’o frad
Ha me war-lerc’h an houad
An houad a yel d’al lenn

… d’an ti
Ha me war-lerc’h e gi
E gi ‘oa kavet ‘kichen Kastell-Paol
O tebriñ kig ha kaol
Ha bara-amann disholen

Print Friendly, PDF & Email