Pardon sant Erwan

Un den kozh sioul hag habask ‘oa Emari (Erwan-Mari) Boubenneg, un den seven, un den a-feson echu ‘vel ma lâromp amañ en Treger. Prest da rentañ servij d’e ame- zeien dalc’hmat pe da reiñ dezho un taol-skoaz en kaz a bres-labour. Ne gomze ket kalz, e wreg Jann a rae tout ar gaoz, goulenn ha respont. Emari a gave se gwell vat. Un tavedeg e oa eñ. Na ouie nag A na B. Biskoazh na voe bet kaset d’ar skol. Un tamm galleg sklaer a-walc’h a deue gantañ rak tremenet en doa e vuhez e kostez Pariz o labourat ‘n ur gar vras war an hent-houarn. Ha pa voe krog ‘n e bañsion ‘oa deut d’e vro da derc’hel un tamm douar bihan. Amezek ‘oa eta dimp hag ivez kama- lad bras d’am zad daoust ma oa kement a gemm etrezo evel etre an noz hag an deiz. Met er giz-se ‘mañ ar bed.
Va zad ‘voe a-hed e vuhez devot-kenañ d’e sant paeron : an aotrou sant Erwan. Hogozik bep bloaz ez ae war e droad da bardon Landreger d’an naontek a Vae. Diwezhatoc’h en e gozhni ez ae evel ma c’helle : gant ur mignon en e garr-tan pe dre an tren pe gant an oto-karr. Met diaes a vije e benn avat pa ranke mankout d’e belerinaj sant Erwan. Emari ‘oa ivez filhor da sant Erwan, biskoazh ‘oa bet o par- donañ e Landreger avat. Koulskoude dre forzh klevet va zad o komz eus pardon sant Erwan hag o welout anezhañ o vont bep bloaz setu ma teuas c’hoant d’ar Boubenneg kozh mont ivez ur wech da vihanañ e pirc’hinaj da sant Erwan Landreger d’an naontek a Vae, deiz ar pardon bras. Eürus ‘vije bet oc’h ober hent asambles gant va zad a dlee mont er bloaz-se gant un oto-karr. Met Jann, e wreg hag e oa ar vestrez en ti, n’asantas ket gwelet Emari o foraniñ arc’hant da baeañ kirri, peogwir en devoa e veaj evit netra dre an tren evel implijiad kozh diwar an hent-houarn. Un tamm desped a rae d’an daou vignon met va zad en devoa lakaet miret e blas a-raok ma voe deut soñj da Emari mont da Landreger. Esperañs ‘devoa da ‘n em gaout asambles du-hont memes tra, goude ‘oa se tra arvarus a-walc’h, e-touez un engroez a dud evel-se.
Pa voe erru an deiz, an naontek a Vae ‘ta, ez eas Emari da Blouared da gemer tren Lannuon, hag ac’hane tren bihan Landreger ez ae c’hoazh en-dro d’ar mare. Bis- koazh ne oa bet Emari war ar roud-se, ‘ouie ket pegeit a zo etre Lannuon ha Landreger. Tud all ‘oa c’hoazh er vagon ha sevel a reas un toullad adarre e Ruskad. Na vanke ket a gaoz hag Emari en devoa kavet berr an amzer o klevout an dud o komz eus ar pardon.
« O ! a lârent, barrek omp, erru ‘vo an tren a-raok an ofer’n-bred.
— Ha neuze, hiziv bepred a vo brav an amzer. Biskoazh deiz pardon sant Erwan n’eo bet manket ar prosesion da vont er-maez. Na ra kammed glav war pardon sant Erwan. »
Pa welas Emari holl dud ar c’hombod o tiskenn, e tiskennas ivez evel-just da heul ar re all. Erru ‘oa en Landreger… Klevout a rae ar c’hleier o vrallañ war an ton bras : an drivet son, na petra ? Tud a-leizh an hent o hastañ, tud gwisket en o c’haerañ o vont d’ar Pardon. Emari ez ae ivez da heul, pe gentoc’h, na heulie ket, met mont a rae reutañ ma c’helle. E oa o vont etrezek e bevar-ugent ivez hag erru un tamm difonn da vale. Tapout a reas bepred gantañ bezañ abred a-walc’h en iliz evit kaout ur gador da azezañ. Ar pezh ‘oa ur rikour evitañ rak pell ‘oa padet ar sarmon hag an oferenn war an ton bras, skuizhus-kenañ ‘vije bet dezhañ chom keit-all ‘n e sav ‘vel a rank meur a hini en devezhioù pardon.
Goude an oferenn ez eas Emari d’ober e zevosionoù dirak skeudoù sant Erwan ha da lakaat e brof er c’hef. Na voe ket e-unan. Neuze e klaskas un ostaliri vihan da zebriñ un tamm d’e lein, hag e teurvezas da c’houlenn eno da bet eur ‘veze an tren da retorn da Lannuon, rak kement a hast en devoa ken a ankounac’has goulenn en ti-gar. Lâret ‘oa dezhañ ‘oa barrek da gaout ar gousperoù hag ar prosesion hep ‘n em drechaliñ. Setu ez eas Emari d’ober ur valeadenn da c’hortoz. Tud a welas o c’hoari boulloù en un alez disheoliet gant gwez siprez, eno e kavas brav azezañ da sellet eus ar c’hoarierien ur pennad.
Ha tremen a reas prim an amzer gantañ. Ar gousperoù ‘oa bet evel-just war don ar c’hrampouezh gwinizh. Na petra ‘ta ?… Ur prosesion kaer avat. Bugale vihan evel aelez. Merc’hed yaouank gwisket e gwenn o tougen ar bannieloù. Paotred yaouank, c’hoant dezho da ziskouez o nerzh hag e vije en o bleud pa deue an disterañ barr- avel da hijañ o banniel, banniel bras sant Erwan.
« Ya, ya, ur pardon kaer, » a soñje Emari. ‘N em ankouazh a reas memes da ganañ ivez da heul ar prosesion gant e vouezh izel raoulet. Eñ hag en devoa bet biskoazh klevet den ebet anezhañ o kanañ er gêr.
Na ‘n eus ket e Breizh Na’n eus ket unan Na’n eus ket ur sant Evel sant Erwan.
Goude ar prosesion, bennozh ar sakramant. Ur bedenn c’hoazh dirak e sant paeron. Neuze ur chopinad sistr ha tius etrezek ar gar. O ! meur a hini all ‘voe war hent ar gar met na gave ket ar memes tra ‘oa kement-se a dud er pardon. Ne vern, kontant ‘oa bepred. Bet o welout e sant paeron, heuliet an ofisoù, graet e zevosionoù, laouen ‘oa e galon ha seder e benn. Un devezh a eürusted ‘oa bet evit Emari d’an naontek a Vae. Erru er gêr a-raok noz hep bezañ re skuizh. Un dra hepken ‘oa manet en e dreñv d’ober : Janig e wreg he doa lâret dezhañ digas dezhi ur vedalenn eus ar pardon. Met n’en doa ket gwelet Emari stal eñvorennoù ebet, nann avat. O ! un taol kaer, a soñje, hi, mar kar, a deuy ivez ‘benn bloaz ha marteze a gavo meda- lennoù, ar merc’hed eo se o afer.
Janig avat na devoa ket bet soñj eus he medalenn pa erruas Emari er gêr. Ar Sadorn e tegouezhe d’an naontek er bloaz-se. An deiz war-lerc’h ar Sul e teuas Emari da ober un dro betek du-mañ da glevet penaos ‘oa bet tremenet ar pardon gant va zad.
Marteze, a soñje-eñ, goude tout, ‘n ‘eus ket gallet Erwan mont, rak gwelet am eus daou pe dri eus ar C’hozh-Varc’had koulskoude, dimezell ar Post hag Andrevig ar c’hantonier bepred, ha hini anezho na gejas gant ar paotr Erwan ivez.
Pa grogas va zad hag Emari gant kaoz ar Pardon avat na gorde ket o c’haoz tamm ebet. Va zad en devoa gwelet kalz muioc’h a draoù eget Emari : ur bern alvokaded gant o robennoù, nouspet eskob ha kardinal ha zoken kannad ar Pab. Diskennet war ar porzh en doa gwelet ivez batimantoù saoz deut da gerc’hat avaloù-douar prim da Landreger. Emari, emezañ, ‘oa ket bet betek ar porzh. N’oa ket merzet zoken bez meur sant Erwan kizellet ken kaer er marb gwenn. Na bez kozh familh ar sant e bered ar Vinic’hi e-lec’h ma tremen an dud war bennoù o daoulin gant devosion dindan ar volz-vaen. Na gwelet memes bannieloù bras Landreger o saludiñ bannie- loù ar Vinic’hi e-kichen an nor-dal.
« Biskoazh kemend-all, a lâre va zad goude, gant ar glaourenneg kozh-mañ memes tra hag a lâr din en deus heuliet an ofisoù hag ar prosesion, ha mann en deus gwelet !… N’edon ket ‘vit kompren. »
Al Lun ar beure avat ‘oa roet dezhañ da gompren. Andrevig, ar c’hantonier ‘oa o labourat war hent ar pont kozh en deiz-se ha sec’hed dezhañ ‘michañs el Lun ar beure. Setu da goulz addijuniñ a gavas e du d’erruout betek du-mañ. Ha savet kaoz Pardon sant Erwan etre va zad hag eñ raktal.
« Na oa ket dichañset dimp ‘n em welout e Landreger disadorn, a lâras va zad de- zhañ.
— Ne voen ket bet e Landreger, eme Andrevig.
— Damen avat, eme va zad, ar Boubenneg kozh a lâre din dec’h en devoa gwelet ac’hanout ha bet memes o evañ ur chopinad ganit.
— Hañ ya ! e Louaneg, emezañ, me am eus tud eno hag a ya bep bloaz d’ar pardon, er memes deiz e vez ‘vel ouzoc’h gant pardon Landreger.
— Ma ! n’eo ket hep mar ne gorde ket hon c’haoz avat dec’h, bremañ a gomprenan. »
Ar paourkaezh Emari ‘oa bet e Louaneg oc’h ober e pirc’hirinaj Landreger !… An intañsion a ra tout neketa, ‘met da reiñ kerc’h d’ar c’hezeg ha da lakaat kig er sou- benn ! ‘vel a lâr Tregeriz.

[1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email