Pa gavan foenn ne debran ket a blouz – Yann-Bêr Piriou

Boaz e oamp da vont d’ar vilin-se bep hañv pa veze brav an amzer. Degemeret mat e vezemp ha laosket da vont betek ribl ar stêr e-lec’h ma tremenemp eurvezhioù laouen, va bugale, o mamm ha me, e peoc’h ar glasvez, an evned hag an dour.

A-boan diskennet eus ar wetur en deiz-se em boa remerket e oa, e-kreiz ar porzh, un den war an oad o tivizout gant Adèle ar vilinerez. Goude bezañ saludet anezhe e lavaris d’ar vugale : « Skoazellit ho mamm da gas ar baner piknik hag an traoù all betek ar rinier hag arabat mont da neuial, ken na vin arri ganeoc’h. »

Va soñj a oa chom da glakenniñ div pe deir vunutenn gant Adèle da gentañ. Met p’en doa klevet ac’hanon o komz brezhoneg e oa chomet paotr-e-vlev-gwenn sac’het e-kreiz e gaoz. Badaouet mik e oa. E soñj, avat, a deuas e-maez e c’henoù a-daol trumm : « N’on ket evit kompren e vefe c’hoazh tadoù sot a-walc’h da gomz ar c’hozh langaj-se d’o re vihan ! »

Ha me neuze da respont ken reut all e oa tremenet an oad din da c’houzañv seurt kentelioù divergont. Morlivet e oa ar vilinerez gant an nec’hamant. Egile, avat, a zalc’he da valañ gros : « Se zo evel an inosantez a zo bet diskouezet an deiz all da noz en tele ! Kanañ meuleudi da seurt-se a zo ober goap ouzh an dud ha koufoniñ o gwenneien ! »

Ar wech-mañ eo war don ar c’hrampouz gwinizh am eus kaset Loull d’e doull. Ha reut. Min poan-gof ar vilinerez ne yeas ket war wellaat, evel-just, met dibosubl e oa din lezel kunujenniñ ur vaouez am boa kement a zoujañs eviti. Lavaromp e c’hoarveze an dra-se tost da dregont vloaz zo, nebeut war-lerc’h skingasadenn André Voisin he doa roet brud da Anjela Duval.

War-dro 1963 pe 1964 eo em boa graet anaoudegezh ganti, a gav din. Aliet e oan bet d’en ober gant Gwilherm Dubourg a oa rener skol gristen ar C’houerc’had d’ar c’houlz-se. Diouzhtu ’m eus komprenet en em gaven aze dirak un neb bennak. Pellik zo, dija, e oa krog da skrivañ barzhonegoù war gaieroù marc’had mat. O diskouez hag o frestañ a reas din. Ha me da adkavout neuze ur bed diabarzh marzhus, heñvel-mik ouzh an hini a garen. An hini a anavezen abaoe va bugaleaj, gras da’m mamm, ha d’ar yezh a zeskas din.

Buan-tre omp deut da vezañ gwir vignoned. Bep tro ma teuen en-dro da Vro-Dreger e klasken mont d’he gwelout ha bep tro e vezen degemeret eus ar c’hentañ. Ha komz a raemp neuze e-pad eurioù ha c’hoarzhin ivez. Kontañ a rae din he buhez, he c’harantezioù, an digenvez spontus a oa bet he hini war- lerc’h marv he mamm. Komz a raemp ivez eus al levrioù hag eus ar skrivagnerien a blije dezhi. Nevez zo e oa krog da lenn Ar Bed Keltiek, Barr-Heol hag Al Liamm, ha diwar ar vagadurezh-se e kreske enni nerzhioù dic’hortoz hag evel ur yaouankiz adkavet.

Klañvidik e oa, siwazh, ha re alies e ranke daremprediñ ar vedisined. D’an 8 a viz Du 1966 e skrive din :

Tremenet am eus 26 devezh en ospital Lannuon e-lec’h em boa ranket asantiñ mont pa ne oan mui ’vit chom war va zreid. Distro emaon pemzektez zo. Re abred kalz am eus ranket dont eus du-hont. Pell em bije bet ezhomm da chom. Met pa vez an holl strevel war gont an estren !

Ur medisin a lavar am eus « une très très grande fatigue générale ». En em c’houlenn a ran end-eeun : daoust gant petore danvez on graet evit bezañ stourmet keit all, eneb labourioù ken start, hep distern ebet, na Sul, na gouel, na noz, na deiz koulz lâret. N’eo ket hep mar e tilez ar re yaouank ar vicher-mañ. Ha koulskoude ma vefe priz ar pezh a broduomp un tammig uheloc’h e c’hellfemp tennañ hon alan ur wech bennak ha dre se pad pelloc’h.

Gouzout a rae ivez, koulskoude, prenañ skiant diwar goust an droug.

An devezhioù am eus tremenet en ospital zo bet devezhioù benniget evit ar brezhoneg. Graet am eus e c’hellet krediñ ar muiañ posubl a vruderezh evit ar yezh ha deut ’oan prim da vezañ un dra bennak evel ul loen-sirk : ur guriozite a bemp kwennek. Kement hini a c’hell bale er gambr a zeue da noz en-dro d’am gwele, ha bec’h d’ar brezhoneg. Roet am eus dezho betek ober gant ar muzul frank, met lonkañ a raent un drugar. Ar c’hlañvdiourezed yaouank krog dija da glask anvioù brezhoneg d’o bugale da zont, a-benn marteze dek vloaz ! An aluzenner zo ul Leonard savet tost da di Tangi Malmanche. N’en doa ket kalz istim evit hemañ. Ur maread ’oa bet o sellout a-dreuz ouzhin, rak rebechet am boa dezhañ bezañ, eñ hag e seurt, kablus eus un torfed a ouennlazh pa dilezont katekiz ha prezegennoù e brezhoneg.

Un nebeud mizioù goude e kinnige Charlez ar Gall un abadenn a-bezh war Roazhon Breizh. Savet e oa bet diwar « gKan ar skrilhed e Traon an dour », ur pennad am boa embannet e-barzh Al Liamm. Ar sonioù hag ar barzhonegoù a voe kanet ha displeget gant Amédée Prigent, Tinaig Perche, Chanig ar Gall ha me. D’ar Sul da noz e kemere Anjela he fluenn.

Traoñ an dour. Sul da noz 7.5.67

Kenvroad ha mignon ker,

Mall am eus da gas deoc’h ur ger a drugarez evit ar joa hoc’h eus roet din hiziv. Unan eus devezhioù kaerañ va buhez eo bet. Bez’ a zo ac’hanoc’h un arzour dispar. Gant un danvez dister hoc’h eus prientet ur pennad displegañ a seurt n’am boa bet biskoazh ar blijadur da glevout. Bras eo bet va from. Ken ma oa va c’halon war nez sonnañ… Met n’hellan ket krediñ e vefen dellezek eus kement a veuleudi. Ha ma oa un tammig lorc’h ennon n’eo ket abalamour din va-unan, met abalamour d’an holl beizantezed, va c’hoarezed a boan, rak ne vez ket pouezet alies war virit maouezed ar maezioù hag a zo ken poanius o micher ha ken kalet o buhez. Ha daoust d’al lodenn vrasañ anezho da ren ur vuhez eeun ha direbech gant kalz a galonegezh, n’eo ket bemdez e vez roet un tammig enor dezhe.

Bennozh Doue warnoc’h ha war ho tiegezh va mignon mat evit ar boan hoc’h eus kemeret da sikour ar bobl a dud n’o deus nemet dispriz evit Fañch Kouer da welout un tammig sklaeroc’h e buhez ar beizanted.

An Aotrou Klerg zo deut dec’h da glask un tamm danvez evit Barr-Heol. Roet en deus din un nebeud kuzulioù prizius evel boaz. N’eo ket peurdesket va micher ganin c’hoazh. ’Michañs ’erruo ganin ’vel gant an deskard-se en doa devet e c’hlaou araok ’oa aet da varichal. Koufonet am eus kalz a danvez evit tennañ koulz lâret netra vat ebet outo, d’am meno.

Mar plij gant Doue astenn din c’hoazh va buhez, me gred am bo ar blijadur d’ho kwelout c’hoazh em zi paour, un tammig paouroc’h bemdez, pa on rentet ken gwan.

Esper am eus eo mat ho yec’hed ho tri. Solen vihan a dle bremañ trotal evel ur ganig, ha faoutiñ brezhoneg emichañs ! Doue d’he bennigo !

An Aotrou Danno zo en Aix-en-Provence evit e yec’hed. Desped a rae dezhañ n’hellje ket klevout ac’hanoc’h o komz hiziv, emezañ. Erwan Libouban, va niz, a zalc’h stenn bepred war ar brezhoneg. Kalz a skolidi aketus en deus.

Ur frealz eo evit ar re gozh gwelet yaouankizoù Breizh o adsevel o fenn hag o ’n em zifretañ evit gounid frankizoù tamm-ha-tamm.

Paotred ar Radio Brezhoneg a zispleg bremañ hep aon menozioù n’o dije ket kredet ober meneg outo bremañ zo daou vloaz. Mont a ra an traoù war araok, ha panevet d’an dizunvaniezh ’vefe tizhet ar pal a-barzh nebeut amzer. Na skuizhan ket o varvailhat ganeoc’h met ezhomm am eus a repoz. Va c’halonekañ gourc’hemennoù deoc’h, va gwellañ soñjoù d’an Itron Piriou hag un allazig da Solen vihan. A wir galon evit Breizh atav.

Anjela

Deut ’oa mignoned din da selaou an abadenn ha merzet am boa ’oa dour en o daoulagad !

Kanaouennoù ar vro a oa bet desket din abred gant va zud pa oamp o chom e Noumea. Kustum e oan d’o c’hanañ a-wechoù da Anjela. Plijout a rae se dezhi. D’ar mare ma oamp o prientiñ kentañ abadenn Beilhadegoù Treger e miz Here 1959, Roger Laouenan ha me, am boa skrivet ivez un nebeudig pozioù evit sachañ tud e-barzh sal ar gouelioù e Rospez. O c’hanañ a raen war don « Si tu vas à Rio », gant Dario Moreno, a oa neuze diouzh ar c’hiz.

Ma teuez da Rospez
E vi sur da gaout levenez
Rak eno e vo kanet
Gant ar re a zo manet
Brezhoneg en o c’hreiz

Un drugar hag un digoll a oa dimp youc’hal se a-bouezh-penn e-barzh uhel-gomzer ar wetur hor boa feurmet evit kelaouiñ Bro-Lannuon a-bezh. Fentus ’veze gwelout an dud er parkeier o sevel o fenn, sebedennet gant ar pezh a glevent. Tridal ha c’hoarzhin a rae Anjela bep tro ma gonten traoù evel-se dezhi. Selaouerez aketus e oa da Radio Kimerc’h ha c’hoant he doa da glevout ac’hanon e-barzh ar post. Setu ma skrivas din un deiz.

N’ouzon ket ha plijadur a ray deoc’h, met sede am eus savet un nebeud gwerzennoù o soñjal ennoc’h. O c’haset am eus en-dro d’an Ao. Danno evit gwelout ha tu vefe d’ober ur ganaouenn gant un ton o tereout eus ho mouezh ken kaer. Kas a ran ar brouilhon evel m’am eus e gaset da Danno. N’ouzon ket petra a lavaro-eñ.   (9 a viz Genver 1968)

Fañch Danno a reas al labour goulennet. Kaset e voe da Amédée Prigent. Ha setu penaos ez eas « Salud va bro » da ganaouenn-bobl gant Strollad Beilhadegoù Treger. Sonioù all a savas avat evel « An alc’houez aour », « Ar barzh laouen », « Ar c’hozh paotr yaouank », « Benoni », hag all. Gras da Eliane Kabiten, Tinaig Perche, Gi Arc’hant ha Soazig Noblet, darn anezho a zo bet brudet a-walc’h e Bro-Dreger en o amzer. E dibenn 1969 e kase Anjela Duval d’Ar Bed Keltiek (miz Kerzu) troidigezh un « Danevell a vro Arabia » a ziskouez splann gant peseurt danvez e oa gwiadet he c’hultur hag he feiz.

Ur breur a welas Rabia o treuziñ ar straed, ganti en he dorn dehoù ur skudell leun a c’hlaou ruz-bev, en he dorn kleiz un orsel leun a zour.
Ar breur a c’houlennas diganti :
« Petra a fell dit ober gant kement-se ? » Rabia a respontas e felle dezhi lakaat an tan er Baradoz evit ma ne vije hini ebet biken ken ; ha gant an dour lazhañ tan an Ifern evit ma na vije Ifern biken mui.
 Hag evit petra e fell dit ober se ?
— Pa ne vennan ket e rafe nikun ar vad evit kaout digoll er Baradoz, na gant aon da gouezhañ en Ifern, met dre garantez evit Doue, a dalvez kement tra hag en deus ar galloud d’ober an holl vad.

E-pad vakañsoù bras 1971 eo e lakis anezhi da gejañ gant Paol Keineg en doa c’hoant d’he anavezout ivez. Plijet-bras e voe diouzhtu gant ar paotr. Chroniques et croquis des villages verrouillés ha Barzhonegoù-trakt a oa o paouez dont er-maez e ti P. J. Oswald. Lennet ’oant bet diouzhtu gant Anjela a roas he soñj din war an tomm : « Barzhonegoù Paol Keineg zo dispar e brezhoneg. Kalz plijusoc’h eget ar re e galleg. Forzh penaos, me zo evel ar saout. Pa gavan foenn, ne debran ket a blouz. »

Ansav a reas, koulskoude, he doa bet dudi gant « Le poème du pays qui a faim ». Ha hi neuze da gas deomp e dibenn miz Eost he barzhoneg « Kounnar ruz » e koun eus hon devezh e Traoñ-an-Dour. Plijet e voe, ur pennad amzer goude, o resev Défense de cracher par terre et de parler breton e-lec’h ma oa tri barzhoneg war hec’h anv bet troet e galleg ganin. Un tammig muioc’h a vrud a zeuas dezhi diwar se. Abadenn skinwel André Voisin ne reas ’met skeiñ eoul war an tan. Hag an traoù war washaat pa zeuas Kan an douar ha levr Roger Laouenan e-maez. Adalek neuze eo e krogas da resev ur bern lizheroù met ivez, siwazh, kalz re a dud a felle dezhe ober anaoudegezh ganti.

Tud a-leizh bemdez evel ’n ur sirk, me hag am eus ezhomm sioulded, ken klañv ha ma ’z on. Dec’h am boa skopet gwad adarre. Poan am eus o chom war va zreid ken. Hag an afer all-se o tourmantiñ va spered noz-deiz : an hent-karr-se stoufet, 14 miz zo n’hellan ket daremprediñ al lodenn-se eus va douar, ha distouf ul lodenn all n’hellan ket lakaat al loened da beuriñ.

Bremañ, bep tro pe dost, e klemme abalamour d’an amzer a veze laeret diganti, ken na gredis ket ken tostaat eus Traoñ-an-Dour. Hag-eñ n’am boa ket ivez degaset betek ar feunteun pirc’hirinerien a vije bet gwelloc’h dezho chom er gêr ? A-benn un nebeud mizioù e resevis ul lizher.

Daoust ha bez’ am bo ar c’hras d’ho kwelout c’hoazh ? Lazhet on bet ’velkent gant ar bloavezh-mañ, an dud o tont diehan : ur prosesion (hep na kroaz na banniel).

C’hoant he doa, koulskoude, da skoazellañ kement hini a glaske deskiñ ar yezh.

Daou pe dri deskard a oa deut dija da dremen un toullad sizhunioù e Traoñ-an-Dour. Sklaer e oa ar marc’had etreze. Labourat a raent a-hed an devezh e-barzh ar menaj ha gopret diwar se gant boued, bod ha brezhoneg c’hwek. Alese e tiwanas ar soñj da ginnig ivez un tamm harp a-berzh keneiled din. Anvet e oant Laouig Kervoas, Paol Keineg ha Jil Servat. Jili, e-giz ma lavare Anjela. E deroù miz Gouere 1973 e oamp, hag e-pad ur sizhunvezh bennak hon eus poaniet evit skañvaat ar bec’h war choug hor mignonez. Ne oamp ket holl dornet dispar met ober a raemp eus hor gwellañ hag imor vat a-leizh a oa. Un deiz ma oamp o kargañ teil e-barzh un tumporell ha ma kouezhe forzh plouz flaerius warnomp, e c’houlennas paotr-e-Erminig-Wenn a-daol-trañch : « Ha gwelet hoc’h eus pegen cheuc’h eo ma chupenn pailhou- rennek ? Bravoc’h eget hini Johnny Halliday, ne gav ket deoc’h ? »

Ha c’hoarzhadeg da heul ! Ne oa netra plijusoc’h eget klevout c’hoarzh Anjela o tirollañ, ha gwelout luc’hedenn ar fent en he daoulagad. En deiz-se ivez e teuas kazetennerien hek ar gelaouenn Mille routes da c’henaouegiñ dirakomp war digarez skrivañ ur pennad. Am eus aon, omp bet diseven awalc’h en o c’heñver. Diouzh an noz, da vare koan, hon eus savet ur son a-gevret. Anvet e oa « Son ar bern teil ». En-dro d’an daol, pep hini a ranke kinnig ur poz. Kanet hon eus evel-se betek an eur da vont da gousket. Eizh koublad a oa en holl ma ’m eus soñj. Ankounac’haet am eus anezho pell zo. Ha mat eo evel-se. Ne gredan ket e vefe ur c’holl bras. Nag a blijadur hon eus bet en deiz-se koulskoude, Anjela, Paol, Jili, Laouig ha me !

Ingal awalc’h am eus kendalc’het da vont d’he gwelout goude. Solen hag Iwan, va bugale, a blije kalz dezho mont da c’hoari du-hont. Klevout bugale o vrezhonegañ a oa un dudi dezhi. Lakaet ’veze neuze Fousou, Ogam, Felbe pe Fionn, he chas muiañ-karet, d’ober troioù sirk dirak daoulagad dispourbellet ar re vihan. « Deus da ober sotelamouton evit Solen ’ta, Fousou. — Ale, Fionn, gra jentil bihan brav da Iwan. »

Gwechoù all en em lakae da hopal gant he mouezh skiltr : « Al louarn ! Al louarn ! Al louarn ! » Hag ar chas neuze o kas en ur hakial war-lerc’h Alanig, betek ar bern keuneud ’barzh al leur.

Daou pe dri deiz goude, pa groge sorc’henn skrivañ enni, e tisamme he soñjoù :

Amañ eo bepred evel ur foar. Ya, gwell ’veze bet din bout tapet seizh vloaz galeoù eget kaout ar rest va buhez ampoezonet gant ar stal dud a dremen hag a dorr din va fenn. Ken ma vez va empenn paour muioc’h hañval eus ur gaoteriad yod eget eus ur benveg da c’horiñ soñjoù…

Ma, gwech ha gwech all e teu din kaout dudi evelkent gant tud pouezus. Setu deut bremaik Youenn Gwernig ha Suzig. Ar wech kentañ ’oa din d’o gwelout. Kanet o deus a-gevret ur gavotenn ha Tap da sac’h. Ha n’eo ket youc’h na c’hweñvadennoù kazh gweget Silvi Vartan ’oa gante, na kennebeut all bla-bla-bla kandidated an Elysée.

An Dr. L. M. ’oa bet dilun. Dleout a rae distreiñ d’ar Yaou. Met siwazh ! diriaou, goude kreisteiz eo deut an Tele Belgiat. Pevar den « sympa » ar pezh zo posubl. Roger Laouenan ’oa gante hag Anne Korfeg ’oa deut ivez d’ober « supporter ».

Sañset ’oant da vont da di Y. Gwernig d’ar Sul araok. Met re verr ’oa ’n em gavet o amzer… Ha setu Breizh o c’houzañv atav introspektourien !!! Evel ma vije bet Breizh ur Vro-nevez-dizoloet-e-Park-ar-Stered ha barrleun a deñzorioù kozh ha nevez ha pep hini o sachañ gantañ e damm. Chê, ya. Nag e vez duet paper bremañ diwar-goust Breizh hag he sevenadur…

War-dro 1979 eo, a gredan, e klaskas Yann Paranthoen mont e darempred ganti. D’ar c’houlz-se e felle dezhañ enrollañ mouezhioù brezhonegerien. Ha ni laouen d’e harpañ, evel-just, Laouig Kervoas ha me. Gouzout a raen ivez e vefe plijet Anjela o kejañ gant an den a oa brudet dija evit bezañ savet ar skingomz da renk an arzoù kaer. Ar pal a oa lakaat Anjela da gomz ar muiañ posubl dirak ar mikro. Diwar adselaou an enrolladenn-se, ugent vloaz war-lerc’h, e verzan e vez kemeret kalz re a lec’h gant ar saver goulennoù. Gwir eo ivez e oa techet hon Duvalenn d’ober respontoù re verr. Pezh a oa un dizesper evit an dastu- merien kaozioù ma oamp. Ne servij ket ! Labourat evit ar skingomz a zo ur gwir vicher a ranker deskiñ evel ar micherioù all. A-wechoù, koulskoude, gras da baotr an Enez Veur ha d’e vinvioù burzhudus, ec’h adkavomp Anjela en he splannder gant ar from, ar fent, al lusk, an nerzh hag ar saour a ouie lakaat en he lavar.

Siwazh ! Mont a rae he yec’hed war fallaat. E penn-kentañ 1981 e resevis he lizher diwezhañ.

E Traoñ-an-Dour eo trec’h ar goañv. N’on ket gouest da dommañ va izili pa n’on mui evit labourat. Ha danvez tan sec’h n’am eus ket. Muioc’h a voged evit a dan. Pa welan koulskoude ar stal goad zo war douar Traoñ-an-Dour ! Siwazh ! Na deuont ket d’ar gêr o-unan… Ha peogwir n’eus mui ur c’hristen a grogfe ’n ur vouc’hal ! Pebezh bed ! Ur bed paper ! Ur bed-tele-radio-journalioù ! Piv a lavare : un roturier breton vaut deux nobles français ?… Me a lavar, ur peizant a c’hiz kozh a dalveze ur vagoniad intellektualed… Siwazh ! Dambrest na chomo mui ur gwir beizant e Breizh ! Met petra ’dalv huanadiñ ! Kenavo, mignoned ker, ar blijadur d’ho kwelout c’hoazh er bed-mañ, mar plij gant Doue !

A galon evit an Adsav.
Anjela

Aet omp, Solen, Iwan ha me betek Traoñ-an-Dour d’an 8 a viz Du, a gav din. Aet omp evit ar weladenn ziwezhañ. Yen-skorn e oa. Digor e oa an nor, met ne oa den e-kichen ar c’horf. En he gourvez ’oa war he gwele, juntret he daouarn war he chapeled. Dirak an ti, e-barzh ar porzh, e oa Fousou, Fionn, Bran-du, hag all, o tougen kañv. Pleget e oa o fenn gante ha trist e oant, ken e oa ur mantr hag ur glac’har sellout outo. Didrouz e oant ivez. Yudadenn ebet nemet an hini a glevemp c’hoazh en hor memor. Ar yudadenn skrijus a oa gante holl, a-unvouezh, pa c’houlenne o mestrez digante : « Piv a vo maleürus pa vo marv Mañmañ ? »

Pet gwech hor boa bet c’hoarzhet leizh hor c’horzailhenn gant se, gwechall ! Met, n’eo ket c’hoarzhin am eus graet, avat, daou viz warlerc’h, pa ’m eus lennet er gazetenn e oa bet laosket holl chas Anjela e-barzh tangwall ur vereuri amezeien, e-lec’h o doa kavet repu.

Tud zo a grog da vervel abred, pell, pell araok o c’houlz. Lavaret e vefe emañ nerzhioù an Ankoù o labourat enne kerkent ha ganet. Ne oa ket Anjela eus ar rumm-se.

Homañ he doa kavet an tu da chom bev, yaouank ha birvidik betek penn. Amzer awalc’h dezhi, daoust da bep tra, da vountañ gwrizioù, don, e kalon ar re a gare. Amzer awalc’h, ivez, da lakaat he douar da ganañ.

Print Friendly, PDF & Email