Maronad evit un haroz

Roet ac’h eus da vuhez Mikael evit da Vro
An Arc’hael meur ‘oa dit paeron
Ha deiz e Ouel, da Ouel
Ac’h eus aberzhet da Vuhez d’ar Vro.
Da gevarc’hiñ ‘ran Mikael ! Den yaouank-flamm.
Brogarour kadarn, emouestlet betek ar marv
— Ur marv evit netra — eme ur gazetenn
Evit netra ! Netra ? Breizh ‘vefe un netra ! ? !
— Politikailherien…
Roet ac’h eus da Vuhez Mikael
Evit ar c’haerañ pal :
Mirout ouzh da Vro da vont da netra !
A ! Ya, me ‘oar, glac’har zo e kalon da dud.
Hag an holl vrogarourien a leñv ganto.
Hogen, Doue meur an Neñv a lenn e pep kalon
Hag an Arc’hael meur da baeron
Az kemero en e Lu Neñvel evit
Ar Stourmadoù-meur
‘Enep d’an nerzh ha d’ar galloudoù-gwaskerezh
Ma chomo an Trec’h gant ar Gwir.
Da gevarc’hiñ a ran Mikael, te
Kentañ merzher ar rummad yaouank brogar.
Doue d’az pardono !
Joa d’an Anaon
E Baradoz ar Gelted.
Da viken.
Amen

Lannuon, 1añ a viz Here 1976

Print Friendly, PDF & Email