Lizher digor d’an Aotrou Sant Erwan

D’an Aotrou Sant Erwan, Patron Bro-Dreger, Ar Baradoz.

Aotrou Sant Erwan, Gant kalz a anaoudegezh-vat e teuan da lavarout trugarez ha bennozh Doue deoc’h evit an doare burzhud hoc’h eus graet em c’heñver adarre. Lavarout a ran adarre, rak n’eo ket ar wech kentañ, Sant Erwan venniget, e tougit dorn din ha da’m zud a-raok din. Gwir eo, Aotrou Sant Erwan, va zad a oa filhor deoc’h ha devot-devot deoc’h ivez. C’hwi ‘oar gwelloc’h egedon pet ha pet gwech eo bet evel pirc’hirin o pardonañ e Landreger war e droad. Ma save pell a-raok an heol da gregiñ gant e hent, ma veze dija e beg Lann-ar-Goñsorted pa save an heol deiz ho pardon : seizh lev pe seizh lev hanter d’ober en ur c’hrog, ha se betek e gozhni. Met, ne sante ket e skuizhder en deiz-se.
An dud a lavar, Aotrou Sant Erwan, eo klozet amzer ar burzhudoù. Prouiñ a rit dimp n’eo ket gwir. Daoust hag-eñ n’eo ket gwir vurzhudoù a ra Breuriezh Sant Erwan en hoc’h anv ? Ar baotred yaouank kalonek-se, en em vodet en ur vreuriezh oberiant, koulz war an dachenn danvezel, koulz war an dachenn speredel ha sevenadurel. Setu, Aotrou Sant Erwan, an eil gwech din da vezañ bet ar c’hras da gaout sikour digant ho filhored. An dro gentañ, un abadenn dihued, he doa lakaet din heol em c’halon a-walc’h da dremen ar goañv du ha yen hep kaout riv diabarzh. An eil tro, avat, Sant Erwan vinniget, n’eo ket deuet ho paotred evit ur barti blijadur : deuet int da labourat a-gorf-roched. O ! n’am eus ket ezhomm da gontañ deoc’h, sur on edoc’h war api du-hont e prenestr an neñv, ur minc’hoarzh war gorn ho muzell o sellout outo o lorgnañ e-kreiz va fark.
Gouzout mat a rit, Aotrou Sant Erwan, penaos emañ ar Bed ganimp e Breizh. Gouzout mat a rit pegen goullo eo erru maezioù Breizh. Gwechall pa vane klañv ur c’houer, e veze disac’het gant e amezeien. Breizhiz o deus bepred an hevelep kalon vat. Met, re o deus d’ober pep hini en e streuvell. Hogen, c’hwi ‘oar mat, p’hoc’h eus bevet er maezioù, ez eus ur c’houlz da bep maneur. Ha c’hwi ‘oar pegen nec’het e vez an hini na c’hell ket ober e labour d’ar c’houlz. Er stad-se ‘oan de- gouezhet, ha panevet d’ho filhored vat e vije chomet va fark dihad. Damant am boa koulskoude, Aotrou Sant Erwan, damant am boa o tirenkañ ar baotred-se diwar o studi, d’ar mare-mañ m’eo ken tenn war o skolidi. Ha neuze, pep lev emaint ac’ha- len… Respontet o deus kerkent da’m galv, ha deuet int : pevar eus ar re wellañ, en o zouez ur beleg da Zoue, hag en deus graet e lod evel pep hini. Ken am boa poan
o voustrañ war va from ha va daeroù a joa. Ra vo warno holl binnizhien ar paour. Ho pediñ a ran da’m digareziñ, Aotrou Sant Erwan, n’am boa nemet ur ger da lava-rout : « Trugarez ». Ha setu, pegen hir eo va lizher ! Met, n’oc’h ket hep gouzout, Aotrou Sant Erwan, penaos eo klakenn ar merc’hed. Bet hoc’h eus afer gant meur a hini p’edoc’h war an douar, rak c’hwi ‘oa alvokad an intañvezed hag an emziva- ded paour… Marteze, goude tout, ‘oa siouloc’h ar merc’hed en hoc’h amzer, hag e ouient dibunañ o c’haoz e berr gomzoù, ket d’ho lakaat da goll amzer. M’ho ped da zegemer va doujusañ gourc’hemennoù ha va c’halonekañ trugarez evidoc’h, Aotrou Sant Erwan, hag evit ar Vreuriezh a zoug hoc’h anv binniget.

[1964 ?]

Print Friendly, PDF & Email