Lazhadeg Biafra

Foei ! Foei war an ONU. Mezh d’e lakepoded
Haderien kasoni. Disrann. Gwast ha Dispac’h.
Mezh d’ar Bed diseblant dirak ur seurt torfed,
A goufon divorc’hed arc’hant da vont d’al Loar
P’emañ ‘n naon o tagañ Pobloù euzh an Douar
An aeledigoù du o Eneoù gwenn-kann
Dislontret o selloù, o c’horf ‘vel ur c’helan
O c’hofig noazh koeñvet. Merzherien Biafra.
Kaset dezho « vaksin ». Int ‘c’houlenne Bara !
A-vil-vern o vervel gant an naon hag ar spont

Print Friendly, PDF & Email