Krennlavarioù hag evezhiadennoù – « Meteo » ar beizanted kozh

Arouezioù loened

Pa glud ar yer war an uhel : kloued, skeul, barr, h.a. (war an deiz) = seblant amzer gaer en devezhioù da zont.

Pa chom ar yer da voueta dindan ar glav
= seblant e talc’ho ar glav.

Pa ra glav a-varroù e tered ar yer da zisglav.

Yer oc’h en em boultrenniñ 11 = arnev pres- tik.

Ar yer o chom da voueta diwezhat = amzer fall antronoz.

An hevelep tra evit ar saout.

Pa ‘z eo ret o degas d’ar gêr en desped dezho = seblant amzer fall an deiz war- lerc’h.

Pa vez gwelet al loened, saout, kezeg, deñ- ved, o « ouezardiñ » (da lavaret eo, o vont e gouez, o sovajiñ), o taoubenniñ = seblant tempest pe amzer griz.

Pa lamm ar c’hizhier er gwez = seblant ave- laj.

Pa dro ar c’hazh e revr d’an tan = seblant yenijenn, skou(f)lad.

Evned a vagadoù = skouflad.

Pa   gan  an  drask  « kas  keuneud  d’an  ti »

= seblant amzer griz.

Pa c’hrak an touseged d’abardaez = glav dambrest.

Goubiged-mor en douaroù = seblant gwall c’hoañv.

Skreved en douaroù = avel foll er mor.

Pa zistroont etrezek ar mor = amzer o siou- laat.

Gwennilied a-rez an douar = seblant glav. Uhel ar gwennilied = amzer sec’h.

Pa grog ar fubu = seblant glav. (Hervez, ne grogont nemet er re goant !)

Bernioù douar gozed fresk stankoc’h eget kustum, ha da eurioù divoas = glav tost.

Pa ra al logod (logod-douar, morzigelled, minoc’hed, h.a.) o neizhioù war blad an douar = seblant ur maread sec’hor.

[Embannet e Ar Bed Keltiek 73, Genver 1965, gant an titl « Diouganoù amzer, “Meteo” ar re gozh ».]

Arouezioù loened all

Tousegi o vale da noz : glav dambrest.

Logod-dour o neizhañ a grap ar geot : amzer c’hleb.

Ar yer o vont abred da gludañ : amzer gaer. Ar c’hontrol : amzer fall.

Pa ya ar yer pell eus ar gêr da voueta : ker- nez.

Al loened o klask chom da beuriñ : amzer diasur antronoz.

Ar brini o troidellat : erc’h.

Ar merion o tispakañ : an nevez-hañv o tont. Bloavezh c’hwiled derv : bloavezh etu 12.

Arouezioù all

Kelc’h pell, glav tost Kelc’h tost, glav pell.

Kanevedenn a-raok dek eur Trec’h ar sec’hour d’ar glebour

Gwareg ar glav diouzh ar beure, Stag da garr ha kae adarre.

Gwareg ar glav da noz, Glav pe avel d’antronoz.

Kurunoù er mor, heol tomm ken ma faout an nor

Kurunoù er c’hoad, glav kerkent hag e droad

Pa deu an derv a-raok ar fô 13

‘Ya ar merour da aotrou

Pa dideñv an derv a-raok ar fô Ez a ar merour da aotrou

Pa dideñv ar fô a-raok an derv Ez a ar merour war e revr.

Ar fô panevet d’ar vezh

A rafe tan e glas koulz ‘vel e sec’h 

Pa vez lufr an daouarn ha sec’h : glav An tan o c’hwezhañ : avelaj.

Pa gouez ar moged d’an traoñ : glav

Ruzell 14 beure, kuzul gwreg

Gwech ‘teu da vat, gwech ‘deu ket Ruzell noz, kuzul kozh veleg

Amzer vat a zo asuret.

Goañv abred Goañv bepred

Gwell eo d’ar c’hazh mankout d’e grev Evit d’ar glav mankout d’ar rev

E lec’h ma kar Doue e ra glav Hañvig foar Vikael a bad teir sizhun

Hañvig bihan foar an Nec’h a bad tri devezh

Ha hañvig falleganig 15 a bad teir eur !

An deiz na ra na glav nag avel na heol

A c’hounez matezh ar roue he c’hant skoed

Pa vez erc’h war an douar Na vez na tomm na klouar

Pa deu an delioù a-raok ar bleuñv Mamm an avaloù he devez keuz (Hag an ever sistr)

Bloavezh ogroùenn 16 : bloavezh ed Bloavezh irin ne vez ket

Al loar

Hag adarre kaoz al Loar ! Bemdez er radio, en tele, er journalioù, pe evit komz brezho- neg reizh er skingomz, er pellwel, er c’hazetennoù, n’eus ken kaoz nemet eus mont d’al Loar. Hag e vez bannet loarigoù, hag e vez bannet fuzeennoù gant ardivinkoù skiantel da glask he sekredoù digant al Loar. Setu en dro-mañ bannet daou gi bihan ! Bremañ da vihanañ en devo ar chas un abeg da harzhal d’al loar ! Ha bezañ loariek ne vo mui sellet evel ur si…

Bez’ ‘oa dija, ha pell amzer zo end-eeun, meur a grennlavar o tennañ d’al Loar. Ha, hep mont da duriat e park ar skiantourien, hon zud kozh a zalc’he kont eus al loar evit tapout ar c’houlz gwellañ d’ober war-dro o micher labour-douar ha dreist-holl al lior- zhourien evit hadañ, plantañ, emboudañ, benañ, hag all. Meur a wech am eus gwelet va zad, Doue d’e bardono, o tapout e lune- doù da sellout war an almanak penaos e veze kont gant al Loar.

  • Ar c’hentañ patatez laket en douar el liorzh, ‘veze da ziskar loar C’hwevrer pe prim loar
  • Ma veze ur c’harzhad haleg da droc’hañ ‘oa ret ober pa veze linenn al loar, neuze e vounte eeun ar skoultroù nevez ha kavet ‘vije adarre enno treid binvioù
  • Evit imboudañ : an tri deiz kentañ eus Loar Ebrel ‘oa ar gwellañ evit an avaloù.
  • Da hadañ melchon pe gaol pe irvin pe voe- terabez ‘oa ret gortoz an diskar
  • P’en dije va zad da vont da lakaat troc’hañ e vlev (e vlev gwenn ken kaer) ret ‘oa bep tro gortoz an diskar-loar   Perak ? Biskoazh n’am eus gouezet…

Al Loar ! A-vihanik on bet dedennet gant ar bladenn arc’hant-se, he stumm o kemmañ bemdez, koulz hag hec’h eurioù da sevel ha da vont da guzh. Loariañ ‘ra, ‘vez lavaret eus un den froudennus, n’eo ket hep abeg… Evidon-me am boa ‘michañs un abeg da vezañ dedennet gant kened sioul al Loar : ganet on bet, hervez, ul lunvezh, devezh al Loar ! Pa oan bihan-bihan, gerioù marzh ‘oa evidon : an nevez bihan, an nevez bras, ar c’hentañ   kartier,   an   diskar,   ar c’hartier diwezhañ, ar c’hresk, al linenn, ar c’helc’h botez. Sur a-walc’h am boa kroget abred da sevel kestell al Loar !

Bremañ komzomp eus Paotr-e-vec’h-lann. Abred am boa spurmantet war al loar ur skeudenn iskis, teñvaloc’h he liv ha trolinen- net, a gave din, e stumm unan o tougen ur bec’h war e chouk. Ma c’houlennis digant va zad un nozvezh bennak :

« Tata, petra vez gwelet ‘barzh al Loar ?

— Hennezh eo Paotr-e-vec’h-lann,

— Penaos eo aet eno ?

— Penaos ? Atoue sur, laer ‘oa. Pa veze sklaer al loar ez ae da laerezh lann-pil d’e gezeg da lanneg e amezeg. Ur wech ‘oa bet aet e amezeg da c’hedal anezhañ, rak santout a rae e koazhe e Tapet en devoa anezhañ o tont eus an toull-karr… Met al laer ‘oa gaouiad ivez war ar marc’had.

— Me, emezañ, ‘oa oc’h ober un diskuizh en toull-karr. Met ar bec’h lann-mañ zo eus va lanneg-me.

— Ha touiñ a rafes ? eme

— Ya, emezañ. Me ‘c’houlenn bezañ lonket gant al loar ma eo al lann a dougan lann lae- ret ! »

Ha setu-eñ kerkent dibradet ha lonket gant al Loar.

« Pell zo abaoe, Tata ?

— Pell, bugel ? Ya, ouzhpenn kant vloaz sur, hag ouzhpenn kant gwech kant vloaz marte- ze. Hag aze e chomo betek fin ar bed da baeañ e bec’hed. »

Paourkaezh    Paotr-e-vec’h-lann !   Bremañ ‘velkent a gavo berroc’h an amzer pa grogo ar chas da vont da harzhal outañ.

[« Paotr-e-vec’h-lann », Hor Yezh 75, Ebrel 1972, p. 35]

Krennlavarioù liammet d’al loar

 [ S.o. Giraudon, Daniel, « Le ciel dans les traditions populaires en Bretagne », Kreiz 4, CRBC, Brest, 1995, pp. 99-131.]

Pa vez al loar war he c’horn, Glav pe skorn.

Loar war he c’horn, Sec’h evel un askorn.

Loar war lein he c’hein, Gleb ken eo brein.

‘Mañ al loar war he c’hein… Bererezh 17 ! Loar welet, Mor manet 18

Pa vez marvor, ne vez tamm loar ebet. Hadet e vez al legumaj bihan war an diskar. Da emboudañ : Lun Fask.

Da droc’hañ haleg : linenn al loar. Da droc’hañ blev : diskar

Ar patatez prim a vez lakaet da c’hlazañ ha da voutañ da loar Veurzh 19.

Hadañ gwinizh Santez Barbañ 20

Sun an evned : fin Du, deroù Kerzu. Arabat hadañ d’ar mare-se peotramant e vo debret tout gant an evned !

Rev gwenn er c’hresk, amzer gaer ha fresk Rev gwenn en diskar, amzer c’hleb hep mar

Heol toull ha loar vras Biskoazh da c’hlav na vankas

Loar vras da Nedeleg

Gwerzh da gazeg ha pren ed !

Loar Ebrel da viz Mae Gwashoc’h ‘vit an diaoul a vez

Ar goukoug

« Pegoulz, a c’houlenne diganin an Doktor H., eo sañset ar goukoug d’erruout er vro ?

— Deiz gwener ar Groaz, emezon. »

E gwirionez, respontet em boa diwar va dan- vez va-unan. N’ouzon ket, dre sur, e tegouezh er vro an deiz-se. En-dro da Bask ar peurliesañ e krog da ganañ. Gwech a- raok, gwech goude : Pask ne vez ket daou vloaz diouzhtu d’ar memes poent. Ar re gozh a lavar e vez ar goukoug er vro pell a-raok ma krog da ganañ. Klevet em eus bet darn o lavarout n’a ket ar goukoug kammed er- maez eus ar vro : met ur wech echu an nevez-amzer ez a da sparfell ! ! ! Klevet avat muioc’h a dud o lavarout : pa vez ar c’hefe- leg o kuitaat, e vez ar goukoug o tont. En em gaout a reont, hervez, da lojañ asambles e Koad ar Rannoù da noz foar Vleunioù, da lavarout eo ar Sadorn kent Sul ar Beuz. Ur c’hrennlavar eo : Noz foar Vleunioù, ‘Loj ar goukoug e Koad ar Rannoù.

N’on ket gouest avat da lavarout deoc’h e pelec’h emañ ar c’hoad-se… Un tamm diviz a vez etre ar c’hefeleg hag ar goukoug pa’n em gavont :

« Petra zo a nevez e Breizh ? eme ar goukoug.

— Tan ha moged zo e-leizh, eme ar c’hefe- leg.

— Kozh kefeleg laouek,

— Kozh koukoug rostet, emezañ. »

Roet he deus ar goukoug meur a zigarez da zistagañ fentigelloù. « Gaouiatañ den a vez en ti a glev ar goukoug da gentañ !»

« Teil koukoug » a vez anvet alies an tamm meskailhez treut ha sec’h graet gant delioù dastumet e touflezioù don, er pradoù gleb : traoù na vint ket mat d’ober gouzilh, hag a vez charreet d’ur park e-lec’h ma vezer e sell da hadañ trevadoù hañv. Kaset e vez teil tomm eus ar c’hraou da goublañ an delioù. Un teil a nebeut a dalvoudegezh eo : teil koukoug !

« Krañch koukoug ? » Pegeit amzer on-me bet o krediñ ‘oa an eon gwenn-se a vez gwelet beureoù zo war ar banal a-vil-vern, krañch koukoug. E gwirionez, n’eo ket gant ar gou- koug e vez tufet an eon gwenn-se, met gant un amprevan bihan, pe ur c’hwil anvet afro- for eonennus. « Roz-koukoug » ‘vez anvet alies bleuñv-ar-Sakramant (Orchis macula- ta). « Skoulad ar goukoug ! » Dibaot eo ar bloavezhioù ne vez ket ur maread amzer griz e-kerzh Pask tu pe du. Hennezh eo a anver skoulad ar goukoug.

Bremañ : an « evn koukoug » ? Amañ avat e karfen kaout sklêrijenn digant un den ben- nak gouiziek war an dra. Ul labous-nij bihan a vez atav da heul ar goukoug pa vez o tone- monea pe o kanañ en ur wezenn bennak. Ha bez’ e vefe an « evn-koukoug »-se, gouez d’ar re gozh, an hini a ro tro d’ar goukoug da zozviñ en e neizh ? Soñj am eus, p’edon krennardenn, ‘oan un devezh da heul bugale all o klask sivi gouez war vord an hent- houarn, pa nijas un evn eus ur bod derv em c’hichen. « Oi ! amañ zo un neizh, sur, eme- zon. » Bez’ e oa un neizh, ya, ha tri vi bihan brav e-barzh, tri vi bihan hag unan bras !

« Ifig, emezon, deus da welout : amañ zo ur vi a zaou velen. Sell, paotr !

— Genaouegez ! eme Ifig en ur dostaat e fri d’an neizhig, hennezh zo ur vi koukoug. ‘Ouies ket se te ? »

Va Doue nann, ‘ouien ket se d’ar mare. Abaoe em eus bet tu da c’houzout avat ez eus estreget ar c’houkouged oc’h ober  o mad eus labour ar re all !

Ar goukoug a vez gortozet gant mall da bep nevez-hañv. Seblant an amzer vat o tont eo. D’ar vugalennoù un tammig re yaouank da gregiñ gant o bloavezh kentañ skol goude an eost, e vez lavaret : « Pa erruo ar goukoug ez i d’ar skol. » Al labourer-douar, pa glev ar goukoug, a glask e dog plouz, rak treitour eo bannoù an heol en nevez-hañv. Ha pa grog da lavarout « kozh koukoug », neuze e vez war- nes mont kuit. Mont kuit ? Da belec’h ? N’ouzon ket me.

A-raok klozañ va fennadig e kontin deoc’h un darvoudig fentus. Bez’ e oa e ti va zud amañ ur micherour o labourat war-dro al lojeiz. En-dro da Ouel Yann edo. Ur paotr farsus- kenañ e oa J.-Mai Lay, daoust dezhañ da vout mac’hagnet, peogwir biskoazh ‘met war bennoù e zaoulin n’en devoa baleet. Ober a rae evelato mil micher evit bevañ, ha dorniet-mat eus ar c’hentañ ‘oa. Mamm a lavaras evel-se :

« Ma ! an dud a lavar ne gan ket ar goukoug goude Gouel Yann. Me zo o paouez he c’hle- vout. Bremañ bepred on sur eo gaou al lavar-se.

— O, eme J. Mai, me zo ken sur all n’hoc’h eus klevet biskoazh ar goukoug o kanañ “goude Gouel Yann”.

— Arsa, eme Mamm, n’on ket trelatet. Gou- zout a ran petra glevan

— Marteze, goude tout, eme Mai, hoc’h eus klevet ar goukoug o kanañ… Met ne gane ket : “Goude Gouel Yann”… “Koukou” eo a gane !

— Poezon ! eme Mamm, un tammig Ne vin ket tapet div wech gant ar bourd-mañ ! »

Ha bremañ, me ‘garfe gouzout hiroc’h a- zivout ar goukoug.

[Ar Bed Keltiek 66, Mezheven 1964]

Ar goukoug : deiz Gwener ar Groaz betek Gouel Yann.

Gaouiatañ hini a zo partout A glev da gentañ ar goukoug.

Loened

Al louarn en deus seizh ard ha seizh-ugent Ar c’hazh n’eus ‘met daou :

Pignat er wezenn ha lammat en traoù

Daou louarn kamm a zo trec’h da unan eeun
Ul louarn kozh hag eñ pare
Tagañ ‘r bolez c’hoazh a gare

Al louarn a lavar foei d’ar yar
Pa n’hell ket he zapout

Ur c’hi meret : hanter savet
Ur c’hazh meret : hanter lazhet

Glav ar mizioù du
A antre el loened betek o avu

Pa vez ar moanañ an oanez
E vez ar surañ en he bloavezh

Ar c’herc’h re c’hounezet
Ne ra vad ebet d’ar marc’h

Well eo ur c’had tapet
Evit teir o redek

Teod ar c’hi, medisin
Teod ar c’hazh, ampoezon.

 

Print Friendly, PDF & Email